Aviel Lukaz 17:22
Hag e lavaras d'e ziskibien: Dont a raio un amzer ma ho po c'hoant da welout unan eus deizioù Mab an den, ha n'en gwelot ket.
an Bibl
In The King James Version
In Context
21Ne vo ket lavaret: Emañ amañ, pe: Emañ aze; rak setu, emañ rouantelezh Doue en ho touez.
23Hag e vo lavaret deoc'h: Setu emañ amañ, pe: Setu emañ aze. N'it ket, ha na heuilhit ket anezho.
Cross References
Matthew 9:15Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c'hlac'hariñ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint.
Luke 5:35Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto; neuze e yunint, en deizioù-se.
John 7:33Setu perak Jezuz a lavaras dezho: Me a zo ganeoc'h c'hoazh evit un nebeut amzer, ha mont a ran da gavout an hini en deus va c'haset;
John 12:35Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeut amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren; rak an hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a.
John 16:5Met bremañ ez an da gavout an hini en deus va c'haset, hag hini ac'hanoc'h ne c'houlenn ouzhin: Pelec'h ez ez?
John 17:11Me n'on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, ha me a ya da'z kavout. Tad santel, mir ez anv ar re ac'h eus roet din, evit ma vint unan, eveldomp-ni.