Aviel Lukaz 19:44
Hag e tiskarint ac'hanout, te ha da vugale a zo en da greiz, ha ne lezint ket ennout maen war vaen, abalamour na'c'h eus ket anavezet an amzer ma'z out bet gweladennet.
an Bibl
In The King James Version
In Context
45Neuze, o vezañ aet en templ, en em lakaas da gas kuit ar re a werzhe [hag a brene] e-barzh,
Cross References
Matthew 23:37Jeruzalem, Jeruzalem, te hag a lazh ar brofeded, hag a veinata ar re a zo kaset dit, pet gwech em eus c'hoantaet dastum da vugale, evel ma tastum ar yar he foñsined dindan he divaskell, ha n'eo ket bet fellet deoc'h!
Mark 13:2Jezuz a respontas dezhañ: Ha gwelout a rez an holl diez bras-se? Ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.
Luke 1:78dre garantez trugarezus hon Doue; drezi, ar sav-heol eus an nec'h en deus hor gwelet,
Luke 19:42O! Ma ez pije anavezet, te ivez, da vihanañ en deiz-mañ a zo roet dit, an traoù a sell ouzh da beoc'h! Met bremañ, kuzhet int da'z taoulagad.