Aviel Lukaz 2:38
O vezañ deuet d'an eur-mañ, e veule ivez an Aotrou, hag e komze diwar-benn Jezuz ouzh an holl dud eus Jeruzalem a c'hortoze an daspren.
an Bibl
In The King James Version
In Context
39Goude m'o devoe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, da Nazared, o c'hêr.
Cross References
Mark 15:43Jozef a Arimatea, ur c'huzulier enoret a c'hortoze ivez rouantelezh Doue, a zeuas gant hardizhegezh da gavout Pilat, hag a c'houlennas digantañ korf Jezuz.
Luke 1:64Kerkent e c'henou a zigoras, e deod a ziereas, hag e komze en ur veuliñ Doue.
Luke 2:25Bez' e oa e Jeruzalem un den anvet Simeon; an den-se a oa reizh hag a zouje Doue; gortoz a rae frealz Israel, hag ar Spered-Santel a oa warnañ.
Luke 23:51un den n'en devoa ket roet e ali d'o diviz na d'o oberoù, o tont eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, a c'hortoze ivez rouantelezh Doue;