Aviel Lukaz 20:46
Diwallit diouzh ar skribed a gar pourmen gant saeoù hir ha bezañ saludet er marc'hallac'hioù, hag a gar ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, hag ar plasoù kentañ er festoù;
an Bibl
In The King James Version
In Context
45Evel ma selaoue an holl bobl, e lavaras d'e ziskibien:
Cross References
Matthew 16:6Jezuz a lavaras dezho: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag ar sadukeiz.
Mark 8:15Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed, hag eus goell Herodez.
Luke 11:43Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, ha bezañ saludet war al leurgêrioù.
Luke 14:7Lavarout a reas ivez d'ar re a oa pedet ur barabolenn, o welout penaos e klaskent al lec'hioù kentañ; hag e lavaras dezho: