Aviel Lukaz 22:47
Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho; hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ.
an Bibl
In The King James Version
In Context
46hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
48Jezuz a lavaras dezhañ: Judaz, gwerzhañ a rez Mab an den dre ur pok?
Cross References
Matthew 26:45Neuze e tistroas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost ha Mab an den a zo lakaet etre daouarn ar bec'herien.
Mark 14:41Hag e tistroas evit an trede gwech, hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! A-walc'h eo! An eur a zo deuet; setu, Mab an den a zo lakaet etre daouarn ar bec'herien.
John 18:2Judaz, an hini en gwerzhe, a anaveze ivez al lec'h-se, abalamour Jezuz a oa aet alies eno gant e ziskibien.