Aviel Lukaz 6:17
O vezañ neuze diskennet ganto, e chomas en ur blaenenn gant e vandenn diskibien, hag ul lod bras a dud eus Judea, eus Jeruzalem, hag eus ar vro arvorek Tir ha Sidon. Deuet e oant evit e glevout hag evit bezañ yac'haet eus o c'hleñvedoù.
an Bibl
In The King James Version
In Context
16Jud kar da Jakez; ha Judaz Iskariod, a oa an hini en gwerzhas.
18Ar re a oa dalc'het gant speredoù hudur a oa ivez yac'haet.
Cross References
Matthew 4:23Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.
Matthew 12:15Met Jezuz, o c'houzout kement-se, en em dennas ac'hane; kalz a dud a yeas war e lerc'h, hag eñ a yac'haas an holl re glañv.
Matthew 15:21Jezuz, o vezañ aet ac'hano, en em dennas da gostezioù Tir ha Sidon.
Mark 7:24Hag, o vont ac'hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon; o vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c'hellas ket chom kuzhet.
Luke 6:12En amzer-se, Jezuz a yeas war ar menez evit pediñ, hag e tremenas an noz holl o pediñ Doue.