Luke 8:21
Met eñ a respontas: Va mamm ha va breudeur eo ar re a selaou ger Doue, hag a sent outañ.
an Bibl
In The King James Version
In Context
20Neuze e voe lavaret dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-maez, hag e c'hoantaont da welout.
Cross References
Matthew 7:21Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n'aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.
Matthew 25:40Hag ar Roue a responto dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din.
Matthew 28:10Neuze Jezuz a lavaras dezho: N'ho pet ket aon; it ha lavarit da'm breudeur mont e Galilea, eno eo e welint ac'hanon.
Luke 11:27Evel ma lavare an traoù-se, ur weg eus ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus ar c'hof en deus da zouget, hag an divronn ac'h eus sunet!
John 13:17Mar gouzoc'h an traoù-se, ez oc'h eürus, mar sentit outo.
John 20:17Jezuz a lavaras dezhi: Na stok ket ennon, rak n'on ket c'hoazh pignet etrezek va Zad; met kae da gavout va breudeur, ha lavar dezho penaos e pignan etrezek va Zad hag ho Tad, hag etrezek va Doue hag ho Toue.