Aviel Lukaz 9:51
Evel ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet diwar an douar, en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem.
an Bibl
In The King James Version
In Context
50Jezuz a lavaras dezhañ: Na zifennit ket outañ; rak an neb n'emañ ket a-enep deomp, a zo evidomp.
Cross References
Mark 16:19An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv, hag ec'h azezas a-zehou da Zoue.
Luke 13:22Jezuz a yae dre ar c'hêrioù ha dre ar bourc'hioù, o kelenn hag o terc'hel hent Jeruzalem.
Luke 18:31Jezuz a gemeras neuze a-du an daouzek, hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem, hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den, a ya da vezañ graet.
Luke 19:28Goude bezañ lavaret kement-se, e pignas da Jeruzalem, o vont a-raok ar bobl.
John 6:62Petra eta e vo, mar gwelfec'h Mab an den o pignat el lec'h ma oa kent?