Aviel Mark 10:1
Jezuz, o vont ac'hano, a zeuas e kostezioù Judea, en tu all d'ar Jordan; ar bobl en em zastumas adarre war e dro, hag eñ, evel ma oa e c'hiz, en em lakaas d'o c'helenn.
an Bibl
In The King James Version
In Context
Cross References
Matthew 4:23Jezuz a valeas dre holl C'halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, hag o yac'haat kement kleñved ha kement mac'hagn a oa e-touez ar bobl.
Mark 2:13Neuze Jezuz a zistroas war-zu ar mor; an holl bobl a zeue d'e gavout, hag eñ o c'helenne.
Mark 6:6Souezhet e oa eus o diskredoni; hag e valeas ar bourc'hioù war-dro en ur gelenn.
John 10:40Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno.
John 18:20Jezuz a respontas dezhañ: Komzet em eus sklaer d'an dud; atav em eus kelennet er sinagogenn hag en templ, e-lec'h m'en em zastum ar Yuzevien eus a bep lec'h, ha ne'm eus lavaret netra e-kuzh.