Aviel Mark 12:28
Neuze unan ar skribed en devoa o c'hlevet o riotal; o welout en devoa Jezuz respontet mat dezho, e tostaas hag e c'houlennas outañ: Pehini eo ar c'hentañ eus an holl c'hourc'hemennoù?
an Bibl
In The King James Version
In Context
27Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev. En ur fazi bras oc'h eta.
Cross References
Matthew 5:19Piv bennak eta a dorro an disterañ eus ar gourc'hemennoù-mañ, hag a zesko evel-se d'an dud, a vo galvet ar bihanañ e rouantelezh an neñvoù; met piv bennak o miro hag o desko d'ar re all, hennezh a vo galvet bras e rouantelezh an neñvoù.
Matthew 22:34Ar farizianed, o vezañ klevet penaos en devoa lakaet da devel ar sadukeiz, en em zastumas,
Luke 10:25Neuze un doktor eus al lezenn a savas hag a lavaras da Jezuz evit e amprouiñ: Mestr, petra a zlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
Luke 20:39Hag hiniennoù eus ar skribed, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, komzet mat ec'h eus.