Aviel Mark 16:14
Da ziwezhañ, en em ziskouezas d'an unnek abostol, evel ma oant ouzh taol, hag e rebechas dezho o diskredoni ha kaleter o c'halon, abalamour n'o devoa ket kredet ar re o devoa e welet adsavet a varv.
an Bibl
In The King James Version
In Context
13Ar re-mañ a yeas da lavarout d'ar re all ha n'o c'hredjont ket kennebeut.
15Hag e lavaras dezho: It dre ar bed holl, ha prezegit an Aviel da bep krouadur.
Cross References
Matthew 11:20Neuze en em lakaas d'ober rebechoù d'ar c'hêrioù en devoa graet enno an darn vuiañ eus e virakloù, abalamour ma n'o devoa ket bet keuz.
Matthew 16:8Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se etrezoc'h, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n'hoc'h eus ket kemeret a vara ganeoc'h?
Mark 7:18Eñ a lavaras dezho: Bez' oc'h ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos netra eus ar pezh a ya eus er-maez an den, ne c'hell e lousaat?
Mark 16:11Met int, o klevout e oa bev, hag he devoa-hi e welet, ne gredjont ket anezhi.
Luke 24:36Evel ma komzent evel-se, Jezuz e-unan en em ziskouezas en o c'hreiz, hag a lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!