Aviel Mark 6:51
Hag e pignas d'o c'havout er vag, an avel a baouezas, hag e voent souezhet meurbet o-unan ha leuniet a estlamm,
an Bibl
In The King James Version
In Context
52rak n'o devoa ket komprenet mirakl ar baraoù, dre ma oa o c'halonoù kaledet.
Cross References
Matthew 8:26Neuze e lavaras dezho: Perak hoc'h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c'hourc'hemennas an avelioù hag ar mor, hag e voe ur sioulder bras.
Mark 1:27Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gredenn nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn, memes d'ar speredoù hudur, hag e sentont outañ.
Mark 4:39Eñ, o vezañ dihunet, a c'hourc'hemennas an avelioù, hag a lavaras d'ar mor: Tav, bez sioul. An avel a davas, hag e voe ur sioulder bras.
Mark 5:42Kerkent ar plac'h yaouank a savas hag en em lakaas da vale, rak oadet e oa a zaouzek vloaz; hag e oant souezhet meurbet.
Mark 7:37Souezhet meurbet e lavarent: Kement a ra a zo burzhudus; d'ar re vouzar e ra klevout, ha d'ar re vut komz.