Aviel Mazhev 13:57
Hag e kavent tamall ennañ. Met Jezuz a lavaras dezho: Ur profed n'eo disprizet nemet en e vro hag en e di e-unan.
an Bibl
In The King James Version
In Context
56E c'hoarezed, ha n'emaint ket holl en hon touez? A belec'h eta e teu dezhañ an holl draoù-se?
58Ne reas ket kalz a virakloù el lec'h-se, abalamour d'o diskredoni.
Cross References
Mark 6:3Ha n'eo ket eñ ar c'halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c'hoarezed, ha n'emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.
Luke 2:34Simeon o bennigas, hag a lavaras da Vari, e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh,
Luke 7:23Eürus eo an neb ne gavo ket a skouer fall ennon.
John 6:42Hag e lavarent: N'eo ket hemañ Jezuz, mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?