Aviel Mazhev 15:32
Jezuz, o vezañ galvet e ziskibien, a lavaras: Truez am eus ouzh ar bobl-mañ; rak tri deiz a zo emaint em c'hichen, ha n'o deus netra da zebriñ. Ne fell ket din o c'has war yun, gant aon na vankfe o nerzh en hent.
an Bibl
In The King James Version
In Context
Cross References
Matthew 9:36O welout an holl dud-se, en devoe truez outo, abalamour ma oant skuizh ha dianket, evel deñved hep pastor.
Matthew 14:14Neuze Jezuz, o vezañ aet er-maez, a welas ul lod bras a dud; truez en devoe outo, hag e yac'haas o c'hlañvourien.
Matthew 27:63hag e lavarjont dezhañ: Aotrou, deuet eo da soñj deomp, penaos an trompler-se a lavare pa oa bev: A-benn tri devezh, ec'h adsavin a varv.
Mark 9:22Hag ar spered en deus e daolet alies en tan hag en dour, evit e lakaat da vervel; met mar gellez un dra bennak, sikour ac'hanomp, hag az pez truez ouzhimp.
Luke 12:29Ha n'en em lakait ket e poan eus ar pezh a zebrot, pe eus ar pezh a evot, ha na vezit ket nec'het.