Aviel Mazhev 16:13
Jezuz, o vezañ deuet e douar Kezarea-Filip, a c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on, me, Mab an den?
an Bibl
In The King James Version
In Context
Cross References
Matthew 9:6Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, -e lavaras d'an den seizet-: Sav, kemer da wele, ha kae da'z ti.
Matthew 12:32Piv bennak a gomzo a-enep Mab an den, e vo pardonet dezhañ; met piv bennak a gomzo a-enep ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezhañ, nag er c'hantved-mañ, nag er c'hantved da zont.
Matthew 13:37Eñ a respontas dezho: An hini a had an had mat, eo Mab an den;
Matthew 15:21Jezuz, o vezañ aet ac'hano, en em dennas da gostezioù Tir ha Sidon.
Mark 8:27Jezuz a yeas, gant e ziskibien, e bourc'hioù Kezarea-Filip; ha, war an hent, e c'houlennas ouzh e ziskibien: Piv a lavar an dud on-me?