Aviel Mazhev 17:9
Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc'hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar welidigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv.
an Bibl
In The King James Version
In Context
8Sevel a rejont o daoulagad, he ne weljont nemet Jezuz e-unan ganto.
Cross References
Matthew 8:4Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
Matthew 16:20Neuze e tifennas gwall start outo lavarout da zen e oa eñ ar C'hrist.
Matthew 17:23e lakaat a raint d'ar marv, ha d'an trede deiz ec'h adsavo a varv. Bez' e voent gwall c'hlac'haret a-se.
Mark 9:9Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o devoa gwelet, betek ma vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv.
Luke 9:21Met e tifennas gwall start outo lavarout kement-se da zen,
Luke 24:46Hag e lavaras dezho: Evel-se eo skrivet, [hag evel-se e oa ret,] e c'houzañvje ar C'hrist, hag e savje a varv d'an trede deiz,