Aviel Mazhev 21:25
Badeziant Yann, a-belec'h e teue? Eus an neñv, pe eus an dud? Int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?
an Bibl
In The King James Version
In Context
26Ha mar lavaromp: Eus an dud, e tleomp doujañ ar bobl, rak an holl a gred e oa Yann ur profed.
Cross References
Matthew 3:1En deizioù-se, e teuas Yann-Vadezour o prezeg e lec'h distro Judea, hag o lavarout:
Matthew 17:12Met me a lavar deoc'h penaos Elia a zo dija deuet, ha n'o deus ket e anavezet, met o deus graet dezhañ kement o deus c'hoantaet. Evel-se ivez, e tle Mab an den gouzañv eus o ferzh.
Mark 11:27Distreiñ a rejont c'hoazh da Jeruzalem; hag evel ma'z ae dre an templ, ar veleien vras, ar skribed hag an henaourien a dostaas outañ,
Luke 1:67Neuze Zakaria e dad a voe leuniet eus ar Spered-Santel, hag e tiouganas, o lavarout:
Luke 7:28Me a lavar deoc'h penaos e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n'eus profed ebet brasoc'h eget Yann-Vadezour; ha koulskoude, ar bihanañ e rouantelezh Doue a zo brasoc'h egetañ.
Luke 20:5Hag int a soñje enno oc'h-unan, o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n'hoc'h eus ket kredet ennañ?