Aviel Mazhev 22:16
Kas a rejont d'e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.
an Bibl
In The King James Version
In Context
15Neuze ar farizianed a yeas d'en em guzuliañ war an doare d'e dapout en e gomzoù.
17Lavar deomp eta petra a soñjez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar, pe n'eo ket?