Aviel Mazhev 22:21
Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar, ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
an Bibl
In The King James Version
In Context
20Goulenn a reas outo: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ?
22Souezhet eus ar pezh a glevjont, e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.
Cross References
Matthew 17:25Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit Simon? Digant piv e kemer, rouaned an douar, an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien, pe digant an diavaezidi?
Luke 23:2Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar bobl hag o tifenn paeañ ar gwir da Gezar, o lavarout eo ar C'hrist, ar roue.