Aviel Mazhev 26:36
Neuze Jezuz a zeuas ganto en ul lec'h galvet Getsemane, hag e lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma'z in da bediñ ahont.
an Bibl
In The King James Version
In Context
37Kemer a reas gantañ Pêr ha daou vab Zebedea, hag e voe leuniet a dristidigezh hag a anken.
Cross References
Matthew 26:39O vont un tamm a-raokoc'h, en em daolas war e c'henou d'an douar, hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin, mar gell-se bezañ! Koulskoude neket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
Mark 14:32Neuze ez ejont en ul lec'h galvet Getsemane, ha Jezuz a lavaras d'e ziskibien: Azezit amañ e-pad ma pedin.
John 18:1Goude m'en devoe Jezuz lavaret an traoù-mañ, ez eas gant e ziskibien en tu all d'ar froud Kedron, e-lec'h ma oa ul liorzh; antreal a reas enni, eñ hag e ziskibien.