Aviel Mazhev 27:15
Ar gouarnour en devoa ar c'hiz, da bep gouel, da leuskel d'ar bobl an hini eus ar brizonidi a c'houlennent.
an Bibl
In The King James Version
Now at that feast the governor was wont to release unto the people a prisoner, whom they would.
In Context
14Met eñ ne respontas ket ur ger dezhañ, en hevelep doare ma oa ar gouarnour souezhet- meurbet.
16Bez' e oa neuze ur prizoniad brudet-bras, a c'halved Barabbaz.
Cross References
Matthew 26:5Met e lavarent: Arabat e vefe e-pad ar gouel, gant aon na savfe un drubuilh bennak e-touez ar bobl.
Luke 23:16O vezañ eta graet e gastizañ, e laoskin anezhañ.
John 18:38Pilat a lavaras dezhañ: Petra eo ar wirionez? Ha goude m'en devoa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien, hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet en den-se.