Aviel Mazhev 27:54
Neuze, ar c'hantener hag ar re a oa gantañ da ziwall Jezuz, o welout ar c'hren-douar ha kement a oa c'hoarvezet, a voe spontet bras hag a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.
an Bibl
In The King James Version
In Context
55Bez' e oa ivez meur a wreg a selle a-bell; heuliet o devoa Jezuz adalek Galilea, ouzh e servijañ.
Cross References
Matthew 4:3An tempter, o vezañ tostaet outañ, a lavaras dezhañ: Mar dout Mab Doue, gourc'hemenn d'ar mein-se dont da vezañ bara.
Matthew 26:63Met Jezuz a davas. Ar beleg-meur a lavaras dezhañ: Da bediñ a ran, en anv an Doue bev, da lavarout deomp mar dout ar C'hrist, Mab Doue.
Matthew 27:40hag o lavarout: He! Te, an hini a ziskar an templ hag en adsav e tri devezh, en em savete da-unan! Mar dout Mab Doue, diskenn eus ar groaz!
Mark 15:39Ar c'hantener a oa dirazañ, o welout e oa marvet en ur grial evel-se, a lavaras: Hemañ, evit gwir, a oa Mab Doue.
Luke 23:47Ar c'hantener, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a roas gloar da Zoue, o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh.