Aviel Mazhev 28:9
Ha setu, Jezuz a zeuas a-ziarbenn dezho, hag a lavaras: Salud deoc'h. Hag int, o tostaat, a bokas d'e dreid hag en em stouas dirazañ.
an Bibl
In The King James Version
In Context
Cross References
Matthew 14:33Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.
Mark 16:9Jezuz, o vezañ adsavet a varv diouzh ar beure, deiz kentañ ar sizhun, en em ziskouezas da gentañ da Vari a Vagdala, m'en devoa kaset kuit seizh diaoul anezhi.
Luke 7:38hag oc'h en em zerc'hel a-dreñv, ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù, ha d'o zorchañ gant blev he fenn; pokat a rae d'e dreid, hag ec'h eoulie anezho gant ar c'hwezh-vat.
John 12:3Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur c'hwezh-vat a nard pur, eus ur priz bras, a eoulias ganti treid Jezuz, hag o zorchas gant e blev; an ti a voe leuniet gant c'hwezh an traet-se.
John 20:19An abardaez eus an deiz-se a oa ar c'hentañ eus ar sizhun, an dorioù eus al lec'h ma oa an diskibien en em zastumet o vezañ serret gant aon rak ar Yuzevien, Jezuz a zeuas hag en em ziskouezas en o c'hreiz, hag e lavaras dezho: Ar peoc'h ra vo ganeoc'h!