Eil Levr an Danevelloù 10:4
Ha Saül a lavaraz d’hé floc’h: Dic’houin da glézé, ha lâz ac’hanoun, gan̄d aoun na zeûfé ar ré zienwadet-zé da ôber goab ac’hanoun. Hôgen hé floc’h spoun̄tet-brâz, na fellaz két d’ézhan̄ hé ôber. Saül éta a géméraz hé glézé hé-unan, hag en em daolaz war-n-ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Pa wélaz hé floc’h pénaoz é oa marô Saül, en em daolaz ivé war hé glézé hé-unan, hag é varvaz.
Read all of Eil Levr an Danevelloù 10
Cross References
Judges 15:18Hag ô véza deûet da gaout eur sec’hed brâz, é c’harmaz oud ann Aotrou hag é lavaraz: Té éc’h eûz rôet da zourn d’as servicher enn dieûb brâs-man̄ hag enn tréac’h: ha chétu é varvann gan̄d ar séc’hed hag é kouézinn étré daouarn ar ré zienwadet.
Judges 16:23Ha prin̄sed ar Filistined en em zastumaz holl évit laza hostivou kaer da Zagon hô Doué hag évit banvéza, ô lavarout: Hon Doué en deûz lékéat étré hon daouarn Samson hon énébour.
1 Samuel 17:26Ha p’hô dôé hé zervicherien disrévellet da Zavid ar péz en dôa lavaret Saül, é oé dâ gan̄t-han̄ ô klévout é teûjé da véza mâp-kaer d’ar roué.
2 Samuel 1:14Ha David a lavaraz d’ézhan: Pénaoz n’éc’h eûz-té két bét a aoun ô lakaad da zourn war éôliet ann Aotrou évid hé laza?
2 Samuel 17:23Pa wélaz Ac’hitofel pénaoz né oa két bét heûliet hé guzul, é tibraz hé azen, é piñaz war-n-ézhan̄, hag éz éaz d’hé di ha d’hé géar: hag ô véza lékéat reiz enn hé dî, en em grougaz, hag hén̄ a oé bésiet é béz hé dâd. 21 Hôgen David a zeûaz d’ar c’hamp, hag Absalom a dreûzaz ar Jourdan, hen̄ hag ann holl dûd eûz a Israel a oa gan̄t-han̄.