Eil Levr an Danevelloù 10
1Hôgen ar Filistined a stourmaz a-énep Israel, ha tûd Israel a dec’haz dirâg ar Filistined, ha kalz anézhô a oé lazet war vénez Gelboé.
2Hag ar Filistined ô véza éat war lerc’h Saül hag hé vipien, a lazaz Jonatan; hag Abinadab, ha Melkisua, mipien Saül.
3Hag ar stourm a wasaaz a-énep Saül; ar warégerien en em gavaz gan̄t-han̄, hag a zan̄kaz hô saésiou enn-han̄.
4Ha Saül a lavaraz d’hé floc’h: Dic’houin da glézé, ha lâz ac’hanoun, gan̄d aoun na zeûfé ar ré zienwadet-zé da ôber goab ac’hanoun. Hôgen hé floc’h spoun̄tet-brâz, na fellaz két d’ézhan̄ hé ôber. Saül éta a géméraz hé glézé hé-unan, hag en em daolaz war-n-ézhan̄.
5Pa wélaz hé floc’h pénaoz é oa marô Saül, en em daolaz ivé war hé glézé hé-unan, hag é varvaz.
6Saül éta a varvaz, hag ivé hé dri vâb; hag hé holl dî a gouézaz ivé gan̄t-han̄.
7Pa wélaz kémen̄t-sé mipien Israel, péré a choumé er mesiou, é tec’hchon̄t; ha Saül hag hé vipien ô véza marô, é tilezchon̄t hô c’heriou, hag en em skiñchon̄t tû-man̄ ha tû-hon̄t. Hag ar Filistined a zeûaz, hag a choumaz enn hô lec’hiou.
8An̄trônôz pa édô ar Filistined ô tiwiska ar ré a ioa bét lazet, é kefchon̄t Saül hag hé vipien gourvézet war vénez Gelboé.
9Ha goudé m’hô dôé hé ziwisket, ha trouc’het hé benn, ha kéméret hé armou, hô c’haschon̄t d’hô brô, évit ma vijen̄t kaset tû-man̄ ha tû-hon̄t, ha diskouézet d’ar bobl hag é templou ann idolou.
10Hôgen gwéstla a réjon̄t hé armou é templ hô doué, hag é stagchon̄t hé benn out templ Dagon.
11Pa glévaz tûd Jabez-Galaad ar péz hô dôa gréat ar Filistined da Zaül,
12Ar ré galounéka anézhô a zavaz, hag a skrapaz korfou-marô Saül hag hé vipien; hag hî hô digasaz da Jabez, hag a vésiaz hô eskern dindân ann derven a oa é Jabez; hag hî a iunaz é-pâd seiz dervez.
13Saül éta a varvaz, enn abek d’hé fallagriézou. ô véza m’en dôa torret ar gourc’hemenn en dôa gréat ann Aotrou d’ézhan̄, ha n’en dôa két hé viret, hag ô véza ouch-penn m’en dôa goulennet kuzul digan̄d ann diouganérez;
14Ha n’en dôa két lékéat hé fisian̄s enn Aotrou: râk-sé eo hel lékéaz Doué da vervel, hag é rôaz hé rouan̄télez da Zavid, mâb Isai. ———— XI. PENNAD. Éôliet eo David. Kéméret eo gan̄t-han̄ Jéruzalem.