Eil Levr an Danevelloù 11:10
Chétu aman̄ ar ré gen̄ta eûz a dûd kalounek David, péré a skoazellaz anézhan̄ évit béza roué war Israel holl, hervez ar gér en dôa rôet ann Aotrou da Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Ha David a greské hé c’halloud, ô von̄d araok hag ô krévaat, hag Aotrou ann arméou a oa gan̄t-han̄.
Read all of Eil Levr an Danevelloù 11
Cross References
1 Samuel 16:1Hôgen ar Filistined ô véza dastumet hô arméou évid ar brézel, en em strollaz é Soko-Juda, hag a steñaz hô c’hamp étré Soko hag Azéka, war harzou Dommim.
2 Samuel 3:17Neûzé Abner a gomzaz oud hénaoured Israel, ô lavarout: Pell zô é klaskit David da roué war-n-hoc’h.
2 Samuel 23:8Chétu aman̄ han̄vou ar ré galounéka a oa gan̄d David. Adino, ann Hesnitad, a zô ar c’hen̄ta eûz ann tri fura eûz ar brin̄sed. Azéza a réaz war ar gador; ha pétrâ-bennâg ma oa gwân ével eur prén̄v koat, é lazaz eiz kan̄t dén eur wéach.
1 Chronicles 12:21Hî eo a rôaz ken-ners da Zavid a-éneb al laéroun: rak tûd kalounek-brâz é oan̄t holl, hag é oen̄t lékéat da brin̄sed enn armé.
1 Chronicles 12:38Ann holl vrézélidi-zé daré d’ann emgann, a zeûaz da Hébron a galoun vâd, évit lakaad David da roué war Israel holl; hag ar ré all holl eûz a Israel na c’houlennen̄t két gwell égét ma vijé lékéat David da roué.
1 Chronicles 27:1Hôgen ann niver eûz a vipien Israel, péré a iéa d’hô zrô é servich ar roué, hag a oa névézet pép mîz, a oa eûz a bévar mil war-n-ugen̄t pép gwéac’h, gan̄t prin̄sed ann tiadou, ar villénerien, ar c’han̄ténerien, hag ar bréféded.