The Bible Software
Eil Levr an Danevelloù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr an Danevelloù 11

1Holl bobl Israel a zeûaz éta da gavout David é Hébron, hag a lavaraz d’ézhan̄: Ni a zô da eskern ha da gîk.

2Ha déac’h ivé hag enn derc’hen̄t, pa réné c’hoaz Saül, té eo a gasé hag a zigasé Israel; râk d’id eo en deûz lavaret ann Aotrou, da Zoué: Té a baskô va fobl a Israel, ha té a vézô prin̄s war-n-ézhan̄.

3Holl hénaoured Israel a zeûaz éta da gavoud ar roué é Hébron: ha David a réaz kévrédigez gan̄t-hô dirâg ann Aotrou; hag hî a éôliaz anézhan̄ da roué war Israel, hervez ar gér en dôa lavaret ann Aotrou dré c’hénou Samuel.

4Ha David hag Israel holl a iéaz étrézé Jéruzalem, a zô ivé hanvet Jébus, é péléac’h é choumé ar Jébuséed.

5Hag ar ré a choumé é Jébus a lavaraz da Zavid: Na zeûi két aman̄. Hôgen David a géméraz kré Sion, a zô kéar David.

6Hag hén̄ a lavaraz: Néb en dévézô tréc’het da gen̄ta ar Jébuséed, a vézô lékéat da brin̄s ha da zûg. Joab, mâb Sarvia, ô véza éta piñet da gen̄ta, a oé lékéat da brin̄s.

7Hôgen David a iéaz da choum er c’hré, ha dré-zé é oé hanvet kéar David.

8Hag hén̄ a zavaz eur géar war-drô, adalek Mella bétég ar penn all; ha Joab a zavaz ann dilerc’h eûz a géar.

9Ha David a greské hé c’halloud, ô von̄d araok hag ô krévaat, hag Aotrou ann arméou a oa gan̄t-han̄.

10Chétu aman̄ ar ré gen̄ta eûz a dûd kalounek David, péré a skoazellaz anézhan̄ évit béza roué war Israel holl, hervez ar gér en dôa rôet ann Aotrou da Israel.

11Ha chétu aman̄ ann niver eûz a dûd kré David. Jesbaam, mâb Hac’hamoni, prin̄s war drégon̄t; hen-nez a zavaz hé wâf war dri c’han̄t, péré a c’hlazaz enn eur wéach.

12Hag hé-c’houdé Éléazar Ahohiad, mâb hé éon̄tr, péhini a oa étré ann tri galloudéka.

13Hé-man̄ a oa gan̄d David é Fesdomim, pa en em strollaz ar Filistined el léac’h-zé évid ann emgann; ha parkou al léac’h-zé a oa leûn a heiz, hag ar bobl a oa tec’het a zirâg ar Filistined.

14Ar ré-man̄ a choumaz stard é-kreiz ar parkou, hag a zifennaz anézhô. Ha goudé m’hô dôé tréc’het ar Filistined, ann Aotrou a roaz eunn eûrvâd d’hé bobl.

15Hôgen tri eûz ann trégon̄t prin̄s a ziskennaz étrézég ar roc’h war béhini édô David, é-kichen kéô Adollam, pa steñaz ar Filistined hô c’hamp o traon̄ien Rafaim.

16Hôgen David a oa enn hé gré, ha kastel ar Filistined a oa é Bétléhem.

17David en dôé séc’hed, hag a lavaraz: O ma rôfé unan-bennâg d’in dour eûz a bun̄s Bétléhem, a zô é-tâl ar pors!

18Ann tri-zé éta a gerzaz a-dreûz da gamp ar Filistined, hag a dennaz dour eûz a bun̄s Bétléhem, a oa é-tâl ar pors; hag é tisgaschon̄t anézhan̄ da Zavid évid éva: hôgen na fellaz két d’ézhan̄ hé ôber, hag é oé gwell gan̄t-han̄ hé genniga d’ann Aotrou,

19O lavarout: Doué ra virô ma rinn ann dra-zé dira-z-han̄, ha ma évinn goad ann dûd-zé, peré hô deûz digaset ann dour-zé d’in war hô buez. Hag évit-sé na fellaz két d’ézhan̄ éva. Chétu pétrâ a réaz ann tri dén kalounek-sé.

20Abisai, breûr Joab, a oa ar c’hen̄ta eûz ann tri-zé; hén̄ eo a zavaz hé wâf war dri c’han̄t dén a lazaz, hag hén̄ a oa brudet-brâz étré-z-hô hô zri,

21Hag ar vrudéta eûz ann tri eil, hag ar prin̄s anézhô. Koulskoudé né oa két par d’ann tri c’hen̄ta.

22Banaias eûz a Gabréel, mâb Joiada, dén kalounek-brâz a réaz meûr a dra gaer; hén̄ eo a lazaz ann daou Ariel eûz a Voab; hag hén̄ eo a ziskennaz enn eur pun̄s séac’h, é-kreiz ann arc’h, hag a lazaz énô eul léon.

23Hén̄ eo ivé a lazaz eunn Éjiptian a bemb ilinad a ulc’helder, péhini, en dôa eur waf ével karvan ar wiaderien. Diskenni a réaz d’hé gavout gan̄d eur wialen; skrapa a réaz ar wâf a ioa enn hé zourn, hag é lazaz anézhan̄ gan̄d hé wâf hé-unan.

24Chétu pétrâ a réaz Banaias, mâb Joiada, péhini a oa brudet brâz étré ann tri dén kalounek,

25Hag ar c’hen̄ta étré ann trégon̄t. Koulskoudé né oa két pâr d’ann tri c’hen̄ta; hôgen David hel lékéaz é penn hé warded.

26Hôgen ar ré galounéka enn armé, a oa Asahel, breûr Joab, hag Elkanan, mâb hé éon̄tr, eûz a Vétléhem,

27Sammot eûz a Arori, Hellez eûz a Faloni,

28Ira, mâb Akkez eûz a Dékua, Abiézer eûz a Anatot,

29Sobboc’hai eûz a Husati, Ilai eûz a Ahohi,

30Maharai eûz a Nétofat, Héled, mâb Baana, eûz a Nétofat,

31Etai, mâb Ribai, eûz a C’habaat da vipien Ben̄jamin, Banaia eûz a Faraton,

32Hurai eûz a froud Gaas, Abiel eûz a Arbat, Azmot eûz a Vaurami, Éliaba eûz a Zalaboni,

33Mipien Assem eûz a Gézoni; Jonatan, mâb Seigé, eûz a Arari,

34Ahiam, mâb Sac’har, eûz a Arari,

35Élifal, mâb Ur,

36Héfer eûz a Véc’hérat, Ahia eûz a Féloni,

37Hesro eûz ar C’harmel, Naarai, mâb Asbai,

38Joel, breûr Natan, Mibahar, mâb Agarai,

39Sélek eûz a Ammoni, Naarai eûz a Vérot, floc’h Joab, mâb Sarvia,

40Ira eûz a Jétri, Gareb eûz a Jétri,

41Urias eûz a Het, Zabad, mâb Oholi,

42Adina, mâb Siza, eûz a vreûriez Ruben, prin̄s ar Rubénied, ha trégon̄t gan̄t-han̄:

43Hanan, mâb Maac’ha, ha Josafat eûz a Vatai,

44Ozia eûz a Astarot, Samma ha Jéhiel, mipien Hotam, eûz a Arori,

45Jédihel, mâb Samri, ha Joha, hé vreûr, eûz a Dosa,

46Éliel eûz a Vahumi, ha Jéribai ha Josaia, mipien Elnaem, ha Jetma eûz a Voab, Éliel, hag Obed, ha Jasiel eûz a Vasobia. ———— XII. PENNAD. Tûd kalounek péré a iéaz da heûl David é Siséleg hag é Hébron.

← Eil Levr an Danevelloù 10Read In The App, Free →Eil Levr an Danevelloù 12 →

Study Eil Levr an Danevelloù 11

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314151617181920212223242526272829