Eil Levr an Danevelloù 11:3
Holl hénaoured Israel a zeûaz éta da gavoud ar roué é Hébron: ha David a réaz kévrédigez gan̄t-hô dirâg ann Aotrou; hag hî a éôliaz anézhan̄ da roué war Israel, hervez ar gér en dôa lavaret ann Aotrou dré c’hénou Samuel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr an Danevelloù 11
Cross References
1 Samuel 11:15Hôgen ma na zélaouit két mouéz ann Aotrou, ha ma savit a-énep hé c’hér, dourn ann Aotrou a vézô war-n-hoc’h ével m’eo bét war hô tadou.
1 Samuel 16:1Hôgen ar Filistined ô véza dastumet hô arméou évid ar brézel, en em strollaz é Soko-Juda, hag a steñaz hô c’hamp étré Soko hag Azéka, war harzou Dommim.
1 Samuel 16:12Hôgen David a oa mâb d’ann dén-zé eûz a Éfrata, a béhini hon eûz komzet ken̄t, eûz a Vétléhem-Juda, hag a oa hanvet Isai, péhini en dôa eiz mâb hag a oa ar c’hôsa é-touez ann dûd é deisiou Saül.
1 Samuel 23:18Hag hén̄ a lavaraz da Zavid: Gwelloc’h oud égéd-oun: râk n’éc’h eûz gréat némét vâd d’in, ha n’em eûz gréat néméd drouk d’id.
2 Samuel 2:4Ha tûd Juda a zeûaz hag a éôliaz énô David évit ma rénché war dî Juda. Ha rôet é oé da anaout da Zavid pénaoz tûd Jabez-Galaad hô dôa bésiet Saül.