Eil Levr an Danevelloù 15:15
Ha mipien Lévi a lékéaz arc’h Doué war hô diskoaz, gan̄t sparlou, é-c’hîz m’en dôa gourc’hémennet Moizez, hervez gér ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Ar véleien hag al Lévited en em zan̄télaz éta, évid dougen arc’h ann Aotrou, Doue Israel.
Read all of Eil Levr an Danevelloù 15
Cross References
Numbers 4:5Pa vézô réd sével ar c’hamp, Aaron hag hé vipien a iélô ébarz tabernakl ar gévrédigez, hag ébarz San̄t ar Zen̄t, hag é steñin̄t ar wél a zô a-ispiḻ oud ann ôr, hag é c’hôlôin̄t gan̄t-hi arc’h ann desténi;
Numbers 7:9Hôgen da vipien Kaat né rôaz na kirri nag éjenned, ô véza ma in̄t karget eûz a zervich ar san̄tuar, ha ma tougon̄t hô béac’h war hô diskoaz.
2 Samuel 6:12Neûzé é oé rôet da anaout d’ar roué David pénaoz en dôa ann Aotrou benniget Obédédom ha kémen̄d en dôa, enn abek da arc’h Doué. David éta a iéaz hag a zigasaz arc’h Doué eûz a dî Obédédom da géar David gan̄t lévénez: ha David en dôa gan̄t-han̄ seiz bagad barzed, hag eul leûé évit viktim.