Niveroù 4:5
Pa vézô réd sével ar c’hamp, Aaron hag hé vipien a iélô ébarz tabernakl ar gévrédigez, hag ébarz San̄t ar Zen̄t, hag é steñin̄t ar wél a zô a-ispiḻ oud ann ôr, hag é c’hôlôin̄t gan̄t-hi arc’h ann desténi;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
4Chétu aman̄ karg mipien Kaat:
Cross References
Numbers 2:16Ar ré holl a zô bét nivéret é kamp Ruben, a oé eûz a eur mil dék ha seiz-ugen̄t mil ha pévar c’han̄t hag han̄ter-kan̄t, enn hô ban̄dennou; ar ré-man̄ a gerzô da eil.
Numbers 4:15Ha pa hô dévézô Aaron hag hé vipien gôlôet ar san̄tuar hag hé holl listri, pa vézô savet ar c’hamp, neûzé é teûi mipien Kaat évid dougen kémen̄t a zô gôlôet; ha na lakain̄t két hô daouarn war listri ar san̄tuar, gan̄d aoun na varvchen̄t. Chétu karg mipien Kaat é tabernakl ar gévrédigez.
2 Samuel 6:2Ha David a zavaz hag a iéaz gan̄d ann holl bobl eûz a dûd Juda a oa gan̄t-han̄, évit digas arc’h Doué, war béhini eo galvet hanô Aotrou ann arméou, péhini a zô azézet dreist-hî war ar gérubined.