Eil Levr an Danevelloù 15:2
Ha David a lavaraz: Na dlé dén dougen arc’h Doué, néméd al Lévited, en deûz dilennet ann Aotrou évid hé zougen, hag évid ôber ar servich anézhi da-vikenn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Hag hén̄ a strollaz Israel holl é Jéruzalem, évit digas arc’h Doué d’al léac’h eu dôa aozet évit hi.
Read all of Eil Levr an Danevelloù 15
Cross References
Numbers 3:6Laka da dôstaat breûriez Lévi, ha laka-hi da zével dirâg Aaron ar belek- brâz, évit ma zervichin̄t anézhan̄ ha ma veḻin̄t;
Numbers 4:2Kémer niver mipien Kaat eûz a-greiz mipien Lévi, diouc’h hô c’héren̄tiézou ha tiez hô zadou,
Numbers 4:19Hôgen grît kémen̄t-man̄ évit-hô, évit ma vévin̄t ha na varvin̄t két, mar lékéon̄t hô dourn war Zan̄t ar Zen̄t. Aaron hag hé vipien a iélô ébarz, hag hî a aozô labour pép-hini, hag a rannô ar béac’h a dlé dougen pép-hini.
Numbers 8:13Lakaad a rî goudé al Lévited dirâg Aaron hag hé vipien, hag é sakri anézhô, goude béza hô c’henniget d’ann Aotrou;
Numbers 18:1Hag ann Aotrou a lavaraz da Aaron: Té ha da vipien, ha tî da dâd gan-éz, a zougô fallagriez a-énep ar san̄tuar; ha té ha da vipien gan-ez, a zougô péc’héjou da vélégiez.