Niveroù 3:6
Laka da dôstaat breûriez Lévi, ha laka-hi da zével dirâg Aaron ar belek- brâz, évit ma zervichin̄t anézhan̄ ha ma veḻin̄t;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Hag ann Aotrou a gomsaz out Moizez, ô lavarout:
7Ha ma virin̄t kémen̄d a zell oud al lîd a dlé da ôber ar bobl dirâk tabernakl ann desténi;
Cross References
Numbers 1:50Hôgen laka-hi da brédéria tabernakl ann desténi, hé holl listri, ha kémen̄d a zell oud al lidou. Hî eo a zougô ann tabernakl, hag hé holl binviou; hî eo a rai hé zervich hag a zavô hô zeltou war-drô d’ann tabernakl.
Numbers 2:33Hôgen al Lévited n’in̄t két bét nivéret é-touez bugalé Israel; râg ével-sé en dôa hé c’hourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.
Numbers 8:16Hô c’héméret em eûz évid ar ré gen̄ta-ganet eûz a Israel, péré hô deûz digoret kôv hô mamm.
Numbers 16:9Ha nébeûd a dra eo a gav d’é-hoc’h en défé Doué Israel hô rannet eûz ann holl bobl, hag hoc’h unvanet gant-han̄ évid hé zervicha é lid ann tabernakl, hag évit sével dirâg ann holl bobl, oc’h ôber hô karg?
Numbers 18:1Hag ann Aotrou a lavaraz da Aaron: Té ha da vipien, ha tî da dâd gan-éz, a zougô fallagriez a-énep ar san̄tuar; ha té ha da vipien gan-ez, a zougô péc’héjou da vélégiez.