Eil Levr an Danevelloù 21:30
Ha David na hellaz két mon̄t bétég ann aoter, évit pédi Doué énô; râk gwall spoun̄tet é oa bét ô wélout klézé éal ann Aotrou. ———— XXII. PENNAD. David a aoz pép-trâ évit sével templ ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr an Danevelloù 21
Cross References
Deuteronomy 10:12Hag ez pézô koun pénaoz oud bét sklâv enn Éjipt; hag é miri hag é rî ar péz a zô bét gourc’hémennet.
1 Chronicles 13:12Hag hén̄ en dôé aoun vrâz râg ann Aotrou enn deiz-zé, hag é lavaraz: Pénaoz é hellinn-mé digas arc’h Doué em zî?
Job 13:21Pella da zourn diwar-n-oun, ha na spoun̄t két ac’hanoun gan̄d da heûz.
Job 23:15Râk-sé eo ounn strafiḻet dira-z-han̄, ha pa zellann out-han̄, ounn spoun̄tet-brâz.
Jeremiah 10:7Râk pédet stard em eûz hô tadou, enn deiz é péhini em eûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt, bétég-henn; hô fedet stard em eûz diouc’h ar min̄tin, ô lavaront: Sélaouit va mouéz: