The Bible Software
Eil Levr an Danevelloù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr an Danevelloù 21

1Hôgen Satan a zavaz a-éneb Israel, hag hén̄ a zougaz David da nivéri Israel.

2Ha David a lavaraz da Joab ha da brin̄sed ar bobl: It, ha nivérit Israel adalek Bersabé bété Dan; ha digasit d’in ann niver anézhan̄, évit ma hé anavézinn.

3Ha Joab a lavaraz: Ra greskô ann Aotrou hé bobl kan̄t gwéach kémen̄t ha ma’z eo; ha n’in̄t két holl da zervicherien, ô aotrou va roué? Pérâg é klask va aotrou kémen̄t-sé, hag a vézô tamallet da béc’hed da Israel?

4Hôgen lavar ar roué a oé tréac’h; ha Joab a iéaz-kuît, hag a réaz ann drô eûz a Israel; hag a zistrôaz da Jéruzalem.

5Hag hén̄ a rôaz da Zavid ann niver eûz ar ré en dôa gwélet enn hé drô; hag é oé kavet é holl Israel unnék kan̄t mil dén hag a zougé klézé; hag é Juda pévar c’han̄t mil dék mil ha tri-ugen̄t dén-a-vrézel.

6Hôgen na nivéraz két Lévi ha Ben̄jamin; râk Joab a réa gan̄d érez gourc’hémenn ar roué.

7Ar gourc’hémenn-zé a zisplijaz da Zoué; hag hén̄ a skôaz war Israel.

8Ha David a lavaraz da Zoué: Gwall béc’het em eûz, oc’h ôber kémen̄t-sé. Distol, mé az péd, ar fallagriez-zé d’as servicher, ô véza ma em eûz hé gréat gan̄d diboell.

9Hag ann Aotrou a gomzaz out Gad, gwéler David, ô lavarout:

10Kéa, ha komz oud David, ha lavar d’ézhan̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Tri zra a rôann d’id da zilenna; dilenn ann hini a giri, ha mé hé rôi d’id.

11Ha pa oé deûet Gad da gavoud David, é lavaraz d’ézhan̄: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Dilenn ar péz a giri:

12Pé tri bloaz naounégez; pé tri miz ô tec’hout é-râok da énébourien, hép ma helli pellaad diouc’h hô c’hlézé; pé tri dervez dindân klézé ann Aotrou, ha dindân ar vosen a gouézô war da vrô, dindân éal ann Aotrou péhini a gasô ar marô dré holl harzou Israel; hôgen bréman̄ gwél pétrâ a respoun̄tinn d’ann hini en deûz va digaset.

13Ha David a lavaraz da C’had: A bép tû ounn gwasket gan̄d ann an̄ken; hôgen gwell eo gan-en kouéza étré daouarn ann Aotrou, ô véza ma eo brâz hé vadélez, égét kouéza étré daouarn ann dûd.

14Ann Aotrou a gasaz éta ar vosen war Israel; hag é varvaz eûz a Israel dék mil dén ha tri-ugen̄t mil.

15Kâs a réaz ivé eunn éal da Jéruzalem évid hé gwasta; ha pa oé gwastet gan̄t-han̄, é sellaz ann Aotrou, hag en dôé truez oud eunn drouk ker brâz; hag é lavaraz d’ann éal a wasté: A-walc’h eo, dalc’h da zourn. Hôgen éal ann Aotrou a oa deûet bété leûr Ornan ar Jébuséad.

16Ha David ô sével hé zaou-lagad, a wélaz éal ann Aotrou péhini a oa enn hé zâ étré ann én̄v hag ann douar, ha gan̄t-han̄ eur c’hlézé noaz enn hé zourn, ha trôet out Jéruzalem. Ha David hag ann hénaoured gwisket gan̄t saéou-reûn, en em daolaz d’ann douar war hô génou.

17Ha David a Iavaraz da Zoué: Ha né két mé eo em eûz lavaret nivéri ar bobl? Mé eo em eûz péc’het; mé eo em eûz gréat ann drouk; hôgen ann dén̄ved-man̄, pétrâ hô deûz-hi dellézet? Aotrou, va Doué, trô da zourn, mé az péd, war-n-oun ha war dî va zâd; hôgen na skô két war da bobl.

18Neûzé éal ann Aotrou a c’hourc’hémennaz da C’had ma lavarché da Zavid piña ha sével eunn aoter d’ann Aotrou Doué é leûr Ornan ar Jébuséad.

19David éta a biñaz dî, hervez lavar Gad, péhini en dôa komzet out-han̄ é hanô ann Aotrou.

20Hôgen Ornan, hag hé bévar mâb a oa gan̄t-han̄, ô véza savet hô daoulagad, hag ô véza gwélet ann éal gan̄t-hô, en em guzaz; râg er préd-zé édon̄t ô tourna ar gwiniz.

21P’az éa éta David étrézég Ornan, Ornan her gwélaz, hag ô véza éat er-méaz eûz hé leûr évid hé ziambrouga, en em daolaz d’ann douar war hé c’hénou dira-z-han̄.

22Ha David a lavaraz d’ézhan̄: Rô d’in léac’h da leûr, ma savinn enn-han̄ eunn aoter d’ann Aotrou; enn hévélep doaré ma rôinn d’id ar péz a dâl, ha mac’h éhanô ar gouli diwar va fobl.

23Hag Ornan a lavaraz da Zavid: Kémer, ha graet ann aotrou, va roué, ével ma karô; ha mé a rô ann éjenned évid ar sakrifiz-losk, ann traénellou évid ar c’heûneûd, hag ar gwiniz évid ar boéd-kennig; kémen̄t-sé a rôinn a galoun vâd.

24Hag ar roué David a lavaraz d’ézhan̄: Na vézô két gréat ével-sé; hôgen mé a rôi d’id ar péz a dâl; râk na dléann két tenna diouz-id ar péz a gennigfenn d’ann Aotrou é sakrifiz-losk goudé ma vé bét rôet d’in.

25David a rôaz éta da Ornan évid al léac’h c’houec’h kan̄t sikl aour poéz mâd.

26Hag énô é savaz eunn aoter d’ann Aotrou, hag é kennigaz sakrifisou-losk hag hostivou a béoc’h, hag é c’halvaz ann Aotrou, péhini a zélaouaz anézhan̄ hag a gasaz tân eûz ann én̄v war aoter ar sakrifiz-losk.

27Hag ann Aotrou a c’hourc’hémennaz d’ann éal: hag hé-man̄ a lékéaz hé glézé enn hé c’houin.

28Râk-tâl éta David, ô wélout pénaoz en dôa ann Aotrou sélaouet anezhan̄ é leûr Ornan ar Jébuséad, a lazaz énô viktimou.

29Hôgen tabernakl ann Aotrou, ann hini en dôa gréat Moizez enn distrô, hag aoter ar sakrifisou losk, a oa enn amzer-zé é léac’h-uc’hel Gabaon.

30Ha David na hellaz két mon̄t bétég ann aoter, évit pédi Doué énô; râk gwall spoun̄tet é oa bét ô wélout klézé éal ann Aotrou. ———— XXII. PENNAD. David a aoz pép-trâ évit sével templ ann Aotrou.

← Eil Levr an Danevelloù 20Read In The App, Free →Eil Levr an Danevelloù 22 →

Study Eil Levr an Danevelloù 21

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314151617181920212223242526272829