Eil Levr an Danevelloù 21:8
Ha David a lavaraz da Zoué: Gwall béc’het em eûz, oc’h ôber kémen̄t-sé. Distol, mé az péd, ar fallagriez-zé d’as servicher, ô véza ma em eûz hé gréat gan̄d diboell.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Ar gourc’hémenn-zé a zisplijaz da Zoué; hag hén̄ a skôaz war Israel.
9Hag ann Aotrou a gomzaz out Gad, gwéler David, ô lavarout:
Read all of Eil Levr an Danevelloù 21
Cross References
1 Samuel 13:13Jonatas a biñaz éta ô krapa gan̄d hé zaouarn ha gan̄d hé dreid, hag hé floc’h war hé lerc’h. Evel-sé lôd a gouézaz dirâk Jonatas, hag hé floc’h a zeûé war hé lerc’h a lazé ar ré all.
2 Samuel 12:13Ha David a lavaraz da Natan: Pec’het em eûz a-éneb ann Aotrou. Ha Natan a lavaraz da Zavid: Distolet eo ivé da béc’hed gan̄d ann Aotrou: na varvi két.
2 Samuel 24:10Hôgen goudé ma oé nivéret ar bobl, é oé skôet é kaloun David, hag hén̄ a lavaraz d’ann Aotrou: Gwall béc’het em eûz é kémen̄t-sé; hôgen da bédi a rann, Aotrou, ma tenni ar fallagriez diwar da zervicher, ô véza ma em eûz hé gréat enn eunn doaré diskian̄t-brâz.
Psalms 25:11Enn abek d’as hanô, Aotrou, é tistoli d’in va féc’hed: râk brâz eo.
Psalms 51:1Az péz truez ouz-in, ô Doué, hervez da drugarez vrâz; hag hervez ann niver brâz eûz da vadélésiou, lam va fallagriez.