Eil Levr an Danevelloù 23:13
Mipien Amram: Aaron ha Moizez; hôgen Aaron a oé rannet, hén̄ hag hé vipien, évit servicha é san̄t ar zen̄t da-vikenn, évit kenniga ann ézan̄s d’ann Aotrou hervez hé lîd, hag évit binnisien hé hanô da-vikenn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12Mipien Kaat: Amram, hag Isaar, hag Hébron, hag Oziel; pévar.
14Mipien Moizez, ann dén Doué, a oé ivé nivéret é breûriez Lévi.
Read all of Eil Levr an Danevelloù 23
Cross References
Leviticus 10:1Neûzé Nadab hag Abiu, mipien Aaron, ô véza kéméret hô ézan̄souérou, a lékéaz enn-hô tân né oa két diwar ann aoter (M) hag ézan̄s war-c’horré, hag a gennigaz dirâg ann Aotrou ann tân-zé a ziavéaz; ar péz na oa két bét gourc’hémennet d’ézhô.
Leviticus 10:17Pérâg n’hoc’h eûz-hu két debret el léac’h san̄tel hostiv ar péc’hed, a zô san̄tel-brâz, hag a zô bét rôed d’é-hoc’h, évit ma tougot fallagriez ar bobl, ha ma pédot évit-han̄ dirâg ann Aotrou: