The Bible Software
Eil Levr an Danevelloù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr an Danevelloù 23

1Pa oé deûet David da véza kôz ha leûn a zeisiou, é lékéaz Salomon, hé vâb, da roué war Israel.

2Hag hén̄ a strollaz holl brin̄sed Israel, hag ar véleien hag al Lévited.

3Hag al Lévited a oé nivéret adalek trégon̄t vloaz hag ouch-penn; hag é oé kavet eiz mil den ha trégon̄t mil.

4Eûz ar ré-zé é oé dilennet pévar mil war-n-ugen̄t étré péré é oé rannet kargou tî ann Aotrou; hag eûz ar vérerien hag eûz ar varnerien c’houec’h mil.

5Ha pévar mil porsier, ha kémen̄d all a ganerien péré a veûlé ann Aotrou war ar binviou en dôa gréat David évid hé veûli.

6Ha David hô rannaz holl é-touez bugalé Lévi, da lavaroud eo Gerson, ha Kaat, ha Mérari.

7Mipien Gerson: Léédan, ha Séméi.

8Mipien Léédan: Jahiel ar c’hen̄ta, ha Zétan, ha Joel, trî.

9Mipien Séméi: Salomit, hag Hosiel, hag Aran, trî; ar ré-man̄ eo ar pennou eûz a diadou Léédan. ld. Hôgen mipien Séméi: Léhet, ha Ziza, ha Jaus, ha Baria; ar ré-zé eo pévar mâb Séméi.

10

11Hôgen Léhet a oa ar c’hen̄ta, ha Ziza ann eil: Jaus ha Baria n’hô dôé két némeûr a vugalé; ha dré-zé é oen̄t nivéret enn eunn tiad hag enn eunn tî hép-kén.

12Mipien Kaat: Amram, hag Isaar, hag Hébron, hag Oziel; pévar.

13Mipien Amram: Aaron ha Moizez; hôgen Aaron a oé rannet, hén̄ hag hé vipien, évit servicha é san̄t ar zen̄t da-vikenn, évit kenniga ann ézan̄s d’ann Aotrou hervez hé lîd, hag évit binnisien hé hanô da-vikenn.

14Mipien Moizez, ann dén Doué, a oé ivé nivéret é breûriez Lévi.

15Mipien Moizez: Gersom hag Éliézer.

16Mipien Gersom: Subuel ar c’hen̄ta.

17Mipien Éliézer: Rohobia ar c’hen̄ta; hag Éliézer n’en dôé mâb all é-béd: hôgen Rohobia en dôé kalz a vipien.

18Mipien Isaar: Salomit ar chen̄ta.

19Mipien Hébron: Jériau ar chen̄ta, Amarias ann eil, Jahaziel ann trédé, Jekmaam ar pevaré.

20Mipien Oziel: Mic’ha ar c’hen̄ta, Jésia ann eil.

21Mipien Mérari: Moholi, ha Musi. Mipien Moholi: Éléazar ha Kis.

22Hôgen Éléazar a varvaz, ha n’en dôé két a vipien, hôgen merc’hed hép-kén; ha mipien Kis, hô c’hen̄dirvi, a zimézaz gan̄t-hô.

23Mipien Musi: Moholi, hag Éder, ha Jérimot, trî.

24Ar ré-zé eo mipien Lévi hervez hô c’héren̄tiézou hag hô ziadou, prin̄sed d’hô zrô, gan̄t lôd eûz a dûd all, péré a réa servich tî ann Aotrou, adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn.

25Râk David a lavaraz: Ann Aotrou, Doué Israel, en deûz rôet ar péoc’h d’hé bobl, hag hé lékéat da choum é Jéruzalem da-vikenn.

26Na vézô mui réd d’al Lévited dougen ann tabernakl hag ann holl listri évid hé zervich.

27Hervez divéza gourc’hémennou David, é vézô nivéret mipien Lévi adaleg ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn.

28Hag hî a vézô dindân dourn mipien Aaron évit servich tî ann Aotrou, er porchédou, hag er c’hamprou, hag é léac’h ar glanérez, hag er san̄tuar, hag é holl gargou templ ann Aotrou.

29Hôgen ar véleien a vézô karget eûz ar baraou kennig, eûz a sakrifiz ar bleûd, eûz ar c’houiñou dic’hoell, eûz ar fritadennou, eûz ar rôstou, eûz ann holl boésiou hag eûz ann holl feûriou.

30Al Lévited en em gavô ivé énô diouc’h ar min̄tin évit kana meûleûdiou ann Aotrou, hag ivé diouc’h ar pardaez,

31Kenn er sakrifisou a gennigeur d’ann Aotrou, kenn é deisiou ar sabbat, enn deisiou ken̄ta eûz ar mîz hag er gwéliou all, hervez ann niver, hag al lidou eûz a bép-trâ, ha bépréd dirâg ann Aotrou.,

32Hag hî a virô lézennou tabernakl ar gévrédigez ha lîd ar san̄tuar, ha lézennou mipien Aaron hô breûdeûr, évit servicha é tî ann Aotrou. ———— XXIV. PENNAD. Reiz ha kargou ar véleien.

← Eil Levr an Danevelloù 22Read In The App, Free →Eil Levr an Danevelloù 24 →

Study Eil Levr an Danevelloù 23

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314151617181920212223242526272829