Eil Levr an Danevelloù 29:1
Neûzé ar roué David a lavaraz d’ann holl strollad: Va mâb Salomon hép-kén en deûz bét dibabet gan̄t Doué, hag hén̄ iaouan̄k ha téner; râk brâz eo al labour, pa eo gwir pénaoz né két évid eunn dén, hôgen évid Doué, é saveur eunn tî.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr an Danevelloù 29
Cross References
1 Chronicles 22:2Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz strolla ann holl ziavésidi a ioa é douar Israel; hag é kéméraz lôd anézhô évit béna ha kompéza mein da zével tî Doué.
1 Chronicles 28:1David éta a strollaz holl brin̄sed Israel, duged ar breûriézou, ha rénerien ar ban̄dennou, péré a oa é servich ar roué; hag ivé ar villénerien hag ar c’han̄ténerien, hag ar ré holl a véré madou ar roué, hag hé vipien, hag hé spazéien, hag ar ré c’halloudéka hag ar ré galounéka eûz ann armé, é Jéruzalem.
1 Chronicles 28:8Bréma éta dirâg holl strollad Israel, ha dirâg hon Doué péhini a zélaou ac’hanomp, en̄klaskit, ha mirit holl c’hourc’hémennou ann Aotrou, hon Doué; évit ma hô pézô ann douar mâd-man̄, ha ma hé lézot da vikenn d’hô mipien hô-koudé.
1 Chronicles 29:19Rô ive da Zalomon, va mâb, eur galoun dinam, évit ma virô da c’hourc’hémennou, ha da désténiou, ha da lidou, ha m’hô sévénô holl: ha ma zavô ann tî, évit péhini em eûz aozet kémen̄t a zô réd.