Eil Levr an Danevelloù 29
1Neûzé ar roué David a lavaraz d’ann holl strollad: Va mâb Salomon hép-kén en deûz bét dibabet gan̄t Doué, hag hén̄ iaouan̄k ha téner; râk brâz eo al labour, pa eo gwir pénaoz né két évid eunn dén, hôgen évid Doué, é saveur eunn tî.
2Évid-oun-mé em eûz aozet, é kémen̄t ha ma hellenn, mizou tî va Doué: aour évid al listri aour, hag arc’han̄t évid ar ré arc’han̄t; arem évid ar ré arem, houarn évid ar ré houarn, koat évid ar ré goat: mein oniks, mein gwenn, hag eûz a bép liou, mein talvouduz-brâz, ha kalz a varbr eûz a Baros.
3Ouc’h-penn kémen̄t-sé em eûz kenniget évit tî va Doué, em eûz ivé rôet eûz va madou va-unan aour hag arc’han̄t évit templ va Doué, hép nivéri ar péz em eûz aozet évit tî ar san̄tuar.
4Tri mil talan̄t aour eûz a aour Ofir, ha seiz mil talan̄t arc’han̄t ar glana, évid alaouri môgeriou ann templ.
5Évit é péléac’h-bennâg ma vézô réd, ma rai al labourerien gan̄d aour al labouriou aour, ha gan̄d arc’han̄t al labouriou arc’han̄t. Ha mar fell da eur ré kenniga eunn dra anézhan̄ hé-unan, ra leûniô hiriô hé zourn, ha ra gennigô d’ann Aotrou ar péz a garô.
6Prin̄sed ann tiadou, ha pennou breûriézou Israel, hag ar villénerien, hag ar gan̄ténerien, ha prin̄sed madou ar roué a réaz éta hô gwéstl.
7Hag hî a rôaz évit labouriou ti Doué pemp mil talan̄t aour, ha dék mii solid, ha dék mil talan̄t arc’han̄t, ha triouec’h mil talan̄t arem, ha kan̄t mil talan̄t houarn.
8Ha kémen̄d hini en dôa enn hé di mein talvouduz, hô rôaz évit hô lakaat é ten̄zor tî ann Aotrou, dré zourn Jahiel, ar Gersonit.
9Hag ar bobl en em laouénaaz ô wéstla kémen̄t-sé anézhô hô-unan; râg a galoun vâd hô c’hennigen̄t d’ann Aotrou; hôgen ar roué David en em laouénéé gan̄d eul lévénez vrâz.
10Hag hén a vennigaz ann Aotrou dirâg ann holl bobl-zé, hag a lavaraz: Benniget oud, Aotrou, Doué Israel, hon tâd a vikenn da vikenn.
11D’id, Aotrou, eo ar veûrdez, hag ar galloud, hag ar c’hloar, hag ann tréac’h; ha d’id eo ar veûleûdi: râk kémen̄d a zô enn énv hag enn douar a zô d’id: ar rouan̄télez a zô d’id, ha té a zô dreist ann holl brin̄sed.
12Ar madou hag ar c’hloar a zô d’id: té a zô Aotrou war ann holl: ann ners hag ar galloud a zô enn da zourn; ar veûrdez hag ar galloud a zô ivé enn da zourn.
13Bréma éta éc’h anavézomp ac’hanod évid hon Doué, hag é veûlomp da hano brâz-meûrbéd.
14Hôgen piou ounn-mé, ha piou eo va fobl, évit ma helfemp kenniga d’id ann holl draou-zé? Kémen̄t trâ a zô d’id; ha rôet hon eûz d’id ar péz a oa deûet d’é-omp digan̄d da zourn.
15Râk tréménidi ha diavésidi omp dira-z-oud, ével hon holl dadou. Hon deisiou a zô ével eur skeûd war ann douar, ha n’eûz dalé é-béd.
16Aotrou, hon Doué, ann holl vadou-zé hon eûz dastumet évit sével eunn tî d’as hanô san̄tel, a zô deûet digan̄d da zourn, ha kémen̄t trâ a zô d’id.
17Mé a oar, ô va Doué, pénaoz é furchez ar galounou ha pénaoz é karez ann éeunder; râk-sé em eûz kenniget kémen̄t-sé d’id é éeunder va c’haloun ha gan̄t lévénez; ha gwélet em eûz gan̄d eul lévénez vrâz ar bobl a zo bét kavet aman̄, ô kenniga d’id hé rôou a galoun.
18Aotrou, Doué Abrabam, hag Izaak, hag Israel, hon tadou, mîr da vikenn ann ioul-zé enn hô c’haloun, ha ra gen̄dalc’hin̄t bépréd enn dézo da véza doujuz enn da gén̄ver.
19Rô ive da Zalomon, va mâb, eur galoun dinam, évit ma virô da c’hourc’hémennou, ha da désténiou, ha da lidou, ha m’hô sévénô holl: ha ma zavô ann tî, évit péhini em eûz aozet kémen̄t a zô réd.
20Ha David a lavaraz neûzé d’ar strollad holl: Bennigit ann Aotrou, hon Doué. Hag ar strollad holl a vennigaz ann Aotrou, Doué hô zadou; hag hî a stouaz, hag a azeûlaz Doué, ha goudé ar roué.
21Hag hî a lazaz viktimou d’ann Aotrou: hag an̄trônôz é kennigchon̄t é sakrifiz-losk mil tarô, mil tourz, mil oan, gan̄d hô braoued-kennigou, hag ann holl lidou a oa réd évid Israel holl.
22Hag hî a zebraz hag a évaz enn deiz-zé dirâg ann Aotrou gan̄d eul lévénez vrâz. Hag éc’h éôlchon̄t évid ann eil wéach Salomon, mâb David. Hé éôlia a réjon̄t da roué dirâg ann Aotrou, ha Sadok da vélek-brâz.
23Salomon éta a azézaz war drôn ann Aotrou é léac’h hé dâd, hag hén̄ a blijaz d’ézhô holl; hag Israel holl en em lékéaz dindân hé c’halloud.
24Ann holl brin̄sed, hag ar ré-vrâz, hag holl vipien ar roué David zô-kén a rôaz hô dourn d’ézhan̄, hag en em lékéaz dindân galloud ar roue Salomon.
25Ann Aotrou a zavaz éta Salomon war Israel holl; hag hén̄ a rôaz d’hé rén eur c’hloar né dôa két bét hé far enn hé raok gan̄d hini eûz a rouéed Israel.
26David éta, mâb Isai, a rénaz war Israel holl.
27Hag ann deisiou é-pâd péré é rénaz war Israel a oé eûz a zaou-ugen̄t vloaz: seiz vloaz é rénaz é Hébron, ha tri bloaz ha trégon̄t é Jéruzalem.
28Hag hén̄ a varvaz enn eur gôzni vâd, leûn a zeisiou, a vadou hag a c’hloar; ha Salomon, hé vâb, a rénaz enn hé léac’h.
29Hôgen ôberiou ar roué David, kenn ar ré gen̄ta, kenn ar ré zivéza, a zô skrivet é levr Samuel, ar gwéler, hag é levr Natan, ar profed, hag é levr Gâd, ar gwéler;
30Gan̄d hé holl rén, hag hé c’halloud, hag ann amzeriou a zô tréménet dindan-han̄, daoust pé é Israel, daoust pé enn holl rouan̄télésiou all eûz ann douar. ————