Eil Levr an Danevelloù 29:17
Mé a oar, ô va Doué, pénaoz é furchez ar galounou ha pénaoz é karez ann éeunder; râk-sé em eûz kenniget kémen̄t-sé d’id é éeunder va c’haloun ha gan̄t lévénez; ha gwélet em eûz gan̄d eul lévénez vrâz ar bobl a zo bét kavet aman̄, ô kenniga d’id hé rôou a galoun.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr an Danevelloù 29
Cross References
1 Samuel 16:7Fust hé wâf a oa ével karvan ar wiaderien; hag houarn hé wâf a boézé c’houec’h kan̄t sikl houarn: hag hé floc’h a iéa enn hé raok.
1 Chronicles 29:9Hag ar bobl en em laouénaaz ô wéstla kémen̄t-sé anézhô hô-unan; râg a galoun vâd hô c’hennigen̄t d’ann Aotrou; hôgen ar roué David en em laouénéé gan̄d eul lévénez vrâz.
Psalms 7:9Ann Aotrou a varn ar boblou; barn ac’hanoun, ô Aotrou, hervez va reiz, hag hervez ma’z ounn dibec’h (T).
Psalms 17:3Gwélet éc’h eûz pétra dal va c’haloun, hag hé gwélet éc’h eûz a-zoug ann nôz; va zréménet éc’h eûz dré ann tân, hag ar fallagriez né két bét kavet enn-oun.
Psalms 51:8D’am c’haloun é rôi da glévout dudi ha lévénez (M): ha va eskern a dridô enn hô vuelded.
Proverbs 15:8Viktimou ar ré fallagr a vézô argarzuz d’ann Aotrou; gwéstlou ar ré reiz a vézô hétuz d’ézhan̄.