Eil Levr Shmouel 14:12
Ha pa zavaz Samuel ken̄t ann deiz évit mon̄d da gavout Saül diouc’h ar min̄tin, é oé lavaret d’ézhan̄ pénaoz é oa deûet Saül war ar c’harmel hag en dôa savet évit-han̄ eunn or a énor, hag ô véza deûet ac’hanô, é oa diskennet da C’halgala. Samuel éta a iéaz da gavout Saül; ha Saül a gennigé d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk, eûz a bréveûdiou ar preiz en dôa kéméret war Amalek.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr Shmouel 14
Cross References
Judges 4:14Ha Debbora a lararaz da Varak: Saô, râg hé-man̄ eo ann deiz é péhini en deûz ann Aotrou lékéat Sisara étré da zaouarn: chétu hén̄ hé-unan a zô da réner d’id. Barak a ziskennaz éta diwar vénez Tabor, ha dék mil brézéliad gan̄t-han̄.
Judges 7:15Ha pa en dôé klévet Gédéon ann huvré, hag ann diskleriadur anézhî, éc’h azeûlaz Doué: hag é tistrôaz da gamp Israel hag é lavaraz: Savit, râg ann Aotrou en deûz lékéat kamp Madian étré hon daouarn.
2 Samuel 5:24Ha pa glévi ével trouz eur ré ô kerzout war bég ar gwéz-pér, neûzé éz î d’ann emgann: râk neûzé ann Aotrou a gerzô enn da raok, évit skei war gamp ar Filistined.