Eil Levr Shmouel 14
1Ha Samuel a lavaraz da Zaül: Va digaset en deûz ann Aotrou, évid da éôlia da Roué war va fobl a Israel. Sélaou éta bréma mouéz ann Aotrou.
2Chétu pétrâ a lavar Aotrou ann arméou: Deûet eo koun d’in eûz ar péz en deûz gréat Amalek da Israel, é pé zoaré eo en em énébet out-han̄ enn hen̄t pa biñé eûz ann Éjipt.
3Hôgen bréma kéa, ha dispenn Amalek, ha disman̄tr kémen̄d a zô d’ézhan̄: n’az péz nép trugarez évit-han̄ ha na c’hoan̄ta nétrâ eûz a gémen̄t a zô d’ézhan̄; hôgen lâz holl, adaleg ar goâz bétég ar vaouéz, ar bugel bihan, hag ann hini oud ar vronn, ann éjenn hag ann dan̄vad, ar c’han̄val hag ann azen.
4Saül éta a rôaz hé c’hourc’hémennou d’ar bobl, hag hén̄ a nivéraz anézhô ével ein, daou c’han̄t mil dén war droad, ha dék mil eûz a dûd Juda.
5Ha pa oé deûet Saül bété kéar Amalek, é steñaz spiou er froud.
6Ha Saûl a lavaraz d’ar Sinéed: Kerzit, it-kuît, ha diskennit eûz a douez ann Amalékited gan̄d aoun na strôbfenn ac’hanoc’h gan̄t-hô; râk c’houi hoc’h eûz gréat trugarez é-kén̄ver holl vugalé Israel pa biñen̄t eûz ann Éjipt. Hag ar Sinéed en em dennaz eûz a douez ann Amalékited.
7Ha Saül a dréc’haz ann Amalékitéd, adaleg Hévila bétég ann hen̄t a ia da Zur, a zô râg-énep d’ann Éjipt.
8Hag hén̄ a geméraz Agag, roué ann Amalékited ez-véô, hag a lazaz ann holl bobl gan̄d ar c’hléze.
9Hôgen Saül hag ar bobl a espernaz Agag, hag ar péz a oa gwella enn dén̄ved, hag enn éienned, hag enn tourzed, hag enn diḻad, hag é kémen̄t a oa kaer; ha na fellaz két dézhô hô bévézi: hôgen kémen̄d a oa astud ha displéd a oé kaset-da-gét gan̄t-hô.
10Hôgen ann Aotrou a gomzaz out Samuel, ô lavarout:
11Keûz em eûz da véza lékéat Saül da roué, ô véza ma en deûz va dilézet, ha n’en deûz két sévénet va c’homziou. Ha Samuel a oé glac’haret, hag é c’harmaz oud ann Aotrou héd ann nôz.
12Ha pa zavaz Samuel ken̄t ann deiz évit mon̄d da gavout Saül diouc’h ar min̄tin, é oé lavaret d’ézhan̄ pénaoz é oa deûet Saül war ar c’harmel hag en dôa savet évit-han̄ eunn or a énor, hag ô véza deûet ac’hanô, é oa diskennet da C’halgala. Samuel éta a iéaz da gavout Saül; ha Saül a gennigé d’ann Aotrou eur sakrifiz-losk, eûz a bréveûdiou ar preiz en dôa kéméret war Amalek.
13Ha pa oé deûet Samuel étrézé Saül, é lavaraz Saül d’ézhan̄: Benniget ra vézi gan̄d ann Aotrou. Mé em eûz sévénet gér ann Aotrou.
14Ha Samuel a lavaraz: Pétrâ eo éta ar bégiérez dén̄ved-zé a zeû out va diskouarn, hag ar bléjerez éjenned a glévann?
15Ha Saül a lavaraz: eûz a Amalek in̄t bét digaset; râg ar bobl en deûz espernet ar péz a oa a wella enn dén̄ved hag enn éjenned, évit hô c’henniga d’ann Aotrou, da Zoué, é sakrifiz; rag ar ré all a zô bét lazet gan-é-omp.
16Hôgen Samuel a lavaraz da Zaül: Kâv-hén̄ mâd, hag é rôinn da anaoud d’id ar péz en deûz lavaret din ann Aotrou enn nôz-man̄. Komz, émé Saül.
17Ha Samuel a lavaraz: Pa oaz bihanik dirâk da zaoulagad da-unan, ha n’oud két bét lékéat da benn war vreûriézou Israel? Hag ann Aotrou en deûz da éôliet da roué war Israel.
18Hag ann Aotrou en deûz da gaset enn hen̄t hag en deûz lavaret: Kéa ha lâz ar béc’herien, ann Amalékited: ha stourm out-hô kén na vézin̄t lazet holl.
19Pérâg éta n’éc’h eûz-té két sélaouet mouéz ann Aotrou, hag oud en em drôet oud ar preiz, hag éc’h eûz gréat ann drouk dirâg daoulagad ann Aotrou?
20Ha Saül a lavaraz da Zamuel: Enn-énep, sélaouet em eûz mouéz ann Aotrou, ha baléet em eûz enn hen̄t dré béhini en deûz va c’haset ann Aotrou: digaset em eûz Agag, roué Amalek, hag ann Amalékited em eûz lazet.
21Hôgen ar bobl en deûz kéméret eûz ar preiz dén̄ved hag éjenned, ével ar préveûdi eûz ar ré a zô bét lazet, évid hô gwéstla d’ann Aotrou, hé Zoué, é Galgala.
22Ha Samuel a lavaraz: Ha sakrifisou-losk, ha viktimou eo a c’houlenn ann Aotrou; ha na c’houlenn két ken̄toc’h é vé sen̄tet oud hé vouéz? Râk gwelloc’h eo ar zen̄tidigez égéd ar viktimou; ha brasoc’h eo sélaoui égét kenniga eunn tourz lard.
23Râg ével eur péc’hed a sorsérach eo béza amzen̄t; hag ével ann drouk a idolatri eo énébi oud hé c’hrâd. O véza éta ma éc’h eûz distolet gér ann Aotrou, ann Aotrou en deûz da zistolet évit na vézi két roué.
24Ha Saül a lavaraz da Zamuel: Péc’het em eûz ô véza ma em eûz torret gér ann Aotrou ha da c’heriou té, gan̄d aoun râg ar bobl hag évit sen̄ti oud hô mouéz.
25Hôgen bréma doug va fec’hed, mé az péd, ha distrô gan-én̄, évit ma azeûlinn ann Aotrou.
26Ha Samuel a lavaraz da Zaül: Na zistrôinn két gan-éz, ô véza ma éc’h eûz distolet gér ann Aotrou, ha ma en deûz ann Aotrou da zistolet évit na vézi két roué war Israel.
27Ha Samuel a zistrôaz évit mon̄t-kuît; hôgen Saül a géméraz anézhan̄ dré gorn hé van̄tel péhini a oé roget.
28Ha Samuel a lavaraz d’ézhan̄: Ann Aotrou en deûz roget hiriô rouan̄télez Israel diouz-id, hag hé rôet en deûz d’as nésa, gwelloc’h égéd-oud.
29Hôgen ann hini zô tréac’h enn Israel na espernô két ha na vézô két ténéreet gan̄d ar c’heûz: râk né két eunn dén évit kaout keûz.
30Ha Saül a lavaraz: Péc’het em eûz: hôgen bréma énor ac’hanoun dirâk va fobl ha dirâg Israel, ha distrô gan-én̄, évit ma azeûlinn ann Aotrou, da Zoué.
31Samuel éta a zistrôaz hag a heûliaz Saül: ha Saül a azeûlaz ann Aotrou.
32Ha Samuel a lavaraz: Digasit d’in Agag, roué Amalek. Ha digaset é oé dézhan̄ Agag hag hén̄ lard-brâz, hag ô kréna. Hag Agag a lavaraz: Hag eur marô c’houérô am distagô dioc’h pép tra? (T).
33Ha Samuel a lavaraz: Evel ma en deûz da glézé lékéat gragez divugalé, ével-sé da vamm a vézô divugalé é-touez ar gragez. Ha Samuel a drouc’haz anézhan̄ a dammou dirâg ann Aotrou é Galgala.
34Neûzé Samuel a zistrôaz da Ramala: ha Saül a biñaz d’hé dî é Gabaa.
35Ha Samuel na wélaz mui Saül bété deiz hé varô. Koulskoudé Samuel a skuḻaz daérou war Zaül, ô véza ma oa deûet keûz d’ann Aotrou da véza hé lékéat da roué war Israel. ———— XVI. PENNAD. David éôliet da roué gan̄t Samuel.