Eil Levr Shmouel 16:20
David éta a zavaz diouc’h ar min̄tin hag a rôaz da eunn dén ar garg eûz hé dropellou, hag éz éaz-kuît goudé béza kéméret gan̄t-han̄ ar péz en dôa lavaret Isai. Hag hén̄ a zeûaz d’al léac’h hanvet Magala ha d’ann armé, péhini a dôstéé évid ann emgann gan̄t garmou brâz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
19Hôgeu Saül hag ar ré-man̄ hag holl dûd Israel a stourmé oud ar Filistined é traon̄ien ann Térébin̄t.
21Râg Israel en dôa reizet hé armé, hag ar Filistined enn tû all a oa daré d’ann emgann.
Read all of Eil Levr Shmouel 16
Cross References
1 Samuel 17:18Ha David a lavaraz da Zaül: Piou ounn-mé, pé pétrâ eo va buez, pé kéren̄tiez va zâd enn Israel, évit ma teûfenn da vab-kaer d’ar roué.
2 Samuel 16:1Pa en dôé David tréménet eunn nébeût lein ar ménez, Siba, paotr Mifiboset, a iéaz war hé arbenn gan̄t daou azen, war béré éz oa daou chan̄t bara, ha kan̄t pakad rézin séac’h, ha kan̄t gon̄vor fiez, hag eur bouch-kenn gwîn.