Eil Levr Shmouel 16
1Hôgen ar Filistined ô véza dastumet hô arméou évid ar brézel, en em strollaz é Soko-Juda, hag a steñaz hô c’hamp étré Soko hag Azéka, war harzou Dommim.
2Saül ivé ha bugalé Israel ô véza en em zastumet, a zeûas da draon̄ien ann Térébin̄t hag a reizaz hô armé évit stourmi oud ar Filistined.
3Hag ar Filistined a oa war eur ménez enn eunn tû, hag Israel a oa war eur ménez enn eunn tû all: hag eunn draon̄ien a oa étré-z-hô.
4Hag eunn dén a oa bastard a zeûaz er-méaz eûz a gamp ar Filistined: Goliat a réad anézhan̄; eûz a C’hét é oa ha c’houéac’h ilinad hag eur raouen a-héd en dôa.
5Eunn tôg-arm en dôa war hé benn, ha gan̄d eunn harnez skan̄tennek e oa gwisket; hag hé harnez a boézé pemp mil sikl arm.
6Morzédennou arm en dôa war hé ziwesker; hag eunn diren arm a c’hôlôé hé ziskoaz.
7Fust hé wâf a oa ével karvan ar wiaderien; hag houarn hé wâf a boézé c’houec’h kan̄t sikl houarn: hag hé floc’h a iéa enn hé raok.
8Hag hén̄ a zavaz hag a c’harmaz out ban̄dennou armé Israel, hag a lavaraz dézhô: Pérâg oc’h-hu deûet évid en em ganna? Ha n’ounn-mé két eur Filistin, ha c’houi servicherien Saül? Dilennit eunn dén ac’hanoc’h, ha diskennet hé-unan d’én em ganna ouz-in.
9Mar gell stourmi ouz-in ha ma lâz ac’hanoun, é vézimp sklaved d’é-hoc’h: hôgen mar bézann tréac’h d’ézhan̄ ha ma lazann anézhan̄, c’houi a vézô sklaved d’é-omp hag é servichot ac’hanomp.
10Hag ar Filistin a lavaré: Daéet em eûz hiriô holl armé Israel: Rôid eunn dén d’in, ha deûet hé-unan d’en em ganna ouz-in.
11Hôgén pa glévaz Saül hag ann holl Israélited ar Filistin ô komza enn doaré-zé, é oen̄t souézet ha spoun̄tet-brâz.
12Hôgen David a oa mâb d’ann dén-zé eûz a Éfrata, a béhini hon eûz komzet ken̄t, eûz a Vétléhem-Juda, hag a oa hanvet Isai, péhini en dôa eiz mâb hag a oa ar c’hôsa é-touez ann dûd é deisiou Saül.
13Hé dri vâp héna a oa éat war-lerc’h Saül d’ar brézel: hag hanvou ann tri mâb d’ézhan̄ péré a oa éat d’ar brézel, a oa Éliab ann héna, Abinadab ann eil, ha Samma ann trédé.
14Hôgen David a ioa ar iaouan̄ka. Ann tri c’hôsa ô véza éta heûliet Saül,
15David a oa éat-kuît diouc’h Saül évit mon̄d da beûri tropellou hé dâd é Bétléhem.
16Koulskoudé ar Filistin en em ziskouézé diouc’h ar min̄tin ha diouc’h ar pardaez, hag a réaz ével-sé é-pâd daou-ugen̄t dervez.
17Hôgen Isai a lavaraz da Zavid hé vâb: Kémer évid da vreûdeûr eunn éfi bleûd heiz, hag ann dék tors-bara-man̄, ha réd étrézé da vreûdeûr d’ar c’hamp.
18Doug ivé ann dék fourmach-man̄ d’ar Milléner: gwél ha da vreûdeûr a zô iac’h ha goulenn gan̄t piou hô deûz-hi darempred. (T).
19Hôgeu Saül hag ar ré-man̄ hag holl dûd Israel a stourmé oud ar Filistined é traon̄ien ann Térébin̄t.
20David éta a zavaz diouc’h ar min̄tin hag a rôaz da eunn dén ar garg eûz hé dropellou, hag éz éaz-kuît goudé béza kéméret gan̄t-han̄ ar péz en dôa lavaret Isai. Hag hén̄ a zeûaz d’al léac’h hanvet Magala ha d’ann armé, péhini a dôstéé évid ann emgann gan̄t garmou brâz.
21Râg Israel en dôa reizet hé armé, hag ar Filistined enn tû all a oa daré d’ann emgann.
22Hôgen David ô véza lézet kémen̄d en dôa kaset gan̄t-han̄ étré daouarn ann hini a ziwallé ar bakadou, a rédaz étrézé léac’h ann emgann, hag a c’houlennaz ma oa mâd ann doaré gan̄d hé vreûdeûr.
23Ha pa gomzé c’hoaz out-hô, ar Filistin bastard-zé eûz a C’het, hanvet Goliat, a zeûaz er-méaz eûz a gamp ar Filistined; ha David hé glévaz ô lavarout ann hévélep gomziou.
24Hôgen ann Israélited holl, pa wélc’hon̄t ann dén-zé, a dec’haz dira-z-han̄ hag a oé spoun̄tet-brâz.
25Hag unan eûz a dûd Israel, a lavaraz: Ha na wélit-hu két ann dén-zé a biñ azé? Évid daéla Israel é piñ. Ann dén a lazô anézhan̄ a vézô karget a vadou gan̄d ar roué: hé verc’h a rôio dézhan̄, ha tî hé dâd a vézô kuit da baéa tellou enn Israel. (T).
26Ha David a lavaraz d’ar ré a oa enn hé gichen: Pétrâ a vézô rôet d’ann hini a lazô ar Filistin-zé hag a lamô ann dismégan̄s eûz a Israel? Râk piou eo ar Filistin dienwadet-zé, péhini a zeû da zaéa arméou ann Doué béô?
27Hag ar bobl a gomzé out-han̄ enn hévélep doaré, ô lavarout: Kémen̄t-man̄ a vérô rôet d’ann hini hel lazô.
28Hôgen Éliab hé vreûr héna, ô véza hé glévet ô komza ével-sé gan̄t ré all, a zavaz droug enn-han̄ oud David hag a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg oud-dé deûet aman̄ ha pérâg éc’h eûs-té dilézet hon nébeût dén̄ved enn distrô? Mé a anavez da rogoni ha drougiez da galoun; ha pénaoz n’oud diskennet aman̄ néméd évit gwéloud ann emgann.
29Ha David a lavaraz: Pétrâ em eûz-mé gréat? Ha na hellann-mé két komza?
30Hag hén̄ a zistrôaz eunn nébeût diout-han̄ évit mon̄d étrézég eunn all, hag a lavaraz ann hévélep komziou; hag ar bobl a lavaraz d’ézhan̄ ével ken̄t.
31Hôgen ar péz a lavaré David ô véza bét klévet, a oé lavaret zé dirâk Saül.
32Hag ô véza bét kaset dira-z-han̄, é lavaraz David dézhan̄: Na vézet spoun̄tet kaloun hini é-béd enn-abek da hen-nez: mé, da zervicher, a iélô hag a stourmô oud ar Filistin-zé.
33Ha Saül a lavaraz da Zavid: Na helli két énébi oud ar Filistin-zé na stourmi out-han̄; râk ré iaouan̄k oud, hag eunn dén-a-vrézel eo-hén̄ abaoé hé iaouan̄kiz.
34Ha David a lavaraz da Zaül: Pa ziwallé da zervicher tropel hé dâd, é teûé eul léon pé eunn ourz hag a skrapé eunn tourz eûz a greiz ann tropel.
35Ha mé a iéa war hô lerc’h, a skôé gan̄t-hô hag a denné ann tourz eûz hô génou: ha pa zaven̄t ouz-in, mé a grôgé enn hô gouzoug, a vougé anézhô hag hô lazé.
36Ével-sé mé, da zervicher, em eûz lazet eul léon hag eunn ourz; hag ar Filistin dienwadet-zé a vézô ével unan anézhô. Bréma éz inn hag é laminn ann dismégan̄s eûz a douez ar bobl: râk piou eo ar Filistin dienwadet-zé péhini a gréd don̄t da villiga armé ann Doué béô?
37Ha David a lavaraz: Ann Aotrou péhini en deûz va zennet eûz a grabanou al léon hag eûz a baviou ann ourz, am zennô ivé eûz a zaouarn ar Filistin-zé. Neûzé Saül a lavaraz da Zavid: Kéa, ha ra vézô ann Aotrou gan-éz.
38Ha Saul a wiskaz da Zavid hé ziḻad hé-unan hag a lékéaz war hé benn eunn tôg arem, hag a wiskaz d’ézhan̄ eunn hobrégon.
39Ha David ô véza gourizet eur c’hlézé war hé zaé, a fellaz d’ézhan̄ gwélout ma helché kerzout gan̄d hé armou; râk né oa két boazet diout-hô. Ha David a lavaraz da Zaül: N’hellann két kerzout ével-sé; râk n’ounn két boazet d’hé ôber. Ha David hé zennaz.
40Hag hén̄ a géméraz hé vâz, en dôa bépréd enn hé zourn: hag é kéméraz évit-han̄ pemp méan kompez eûz ar froud, a lékéaz enn hé zac’h-bara a oa gan̄t-han̄: eur vatalm a géméraz enn hé zourn hag é kerzaz oud ar Filistin.
41Hôgen ar Filistin a gerzaz ivé hag a dôstaaz oud David; hag hé floc’h a ioa enn hé raok.
42Ha pa zellaz ar Filistin war hé drô, ha pa wélaz David, é tisprizaz anézhan̄, râg eunn dén-iaouan̄k oa, hag hén̄ ruspin, hag a zoaré gaer.
43Hag ar Filistin a lavaraz da Zavid: Hag eur c’hi ounn-mé évit ma teûez ouz-in gan̄d eur vâz? Hag ar Filistin a villigaz David dré hé zoueed.
44Hag hén̄ a lavaraz da Zavid: Deûz étrézég enn-oun ha mé a rôi da gîg da evned ann én̄v ha da loéned ann douar.
45Hôgen David a lavaraz d’ar Filistin: Té a zeû ouz-in gan̄d ar chlézé, hag ar gwâf, hag ann diren; ha mé a zeû ouzid é hanô Aotrou ann arméou, Doué ban̄dennou Israel, péré éc’h eûz daélet.
46Hiriô ann Aotrou az lakai étré va daouarn; da laza a rinn hag é trouc’hinn da benn diouz-id: hag hiriô é rôinn korfiou-marô kamp ar Filistined da evned ann én̄v ha da loéned ann douar, évit ma wézô ann holl zouar pénaoz éz eûz eunn Doué enn Israel.
47Hag ann holl strollad tûd-zé a anavézô pénaoz né két gan̄d ar c’hlézé, na gan̄d ar gwâf é tiboan ann Aotrou: rag enn hé c’halloud éma ar brézel, hag hén̄ eo a lakai ac’hanoc’h étré hon daouarn.
48Pa zavaz éta ar Filistin, pa zeûaz ha pa dôstaaz oud David, éc’h hastaz David hag é rédaz évit stourmi oud ar Filistin.
49Hag hén̄ a lékéaz hé zourn er zâc’h, a géméraz eur méan, a drôaz anézhan̄ gan̄d hé vatalm hag hé daolaz é-kreiz tâl ar Filistin: hag ar méan a iéaz doun enn hé dâl, hag hén̄ a gouézaz war hé c’hénou d’ann douar.
50Ével-sé David a dréc’haz ar Filistin gan̄d eur vatalm hag eur méan; ha goudé béza hé ziskaret, hel lazaz. Hag ô véza n’eo dôa két a glézé enn hé zourn,
51É rédaz David hag é savaz war ar Filistin; hag é kéméraz hé glézé, hag é tennaz anézhan̄ eûz hé c’houin; hag é lazaz anézhan̄ ô trouc’ha hé benn d’ézhan̄. Hôgen pa wélaz ar Filistined pénaoz é oa marô ar c’hréva anézhô, é tec’hchon̄t.
52Ha tûd Israel ha Juda a zavaz enn eur c’harmi hag a iéaz war-lerc’h ar Filistined bétég ann draon̄ien ha bété porz Akkaron: ha kalz eûz ar Filistined a oé glazet é hen̄t Saraim, bété Get hag Akkaron.
53Ha bugalé Israel ô tistrei goudé béza éat war-lerc’h ar Filistined, a wastaz hô c’hamp.
54Hôgen David a géméraz penn ar Filistin hag hé zougaz da Jéruzalem: hôgen hé armou a lékéaz enn hé delt.
55Ha pa wélaz Saül David ô kerzout oud ar Filistin, é lavaraz da Abner, prin̄s ar vrézélidi: eûz a bé wenn é tiskenn ann dén-iaouan̄k-zé, Abner? Hag Abner a lavaraz: Ével ma eo béô da éné, ô roué, n’ouzounn doaré.
56Hag ar roué a lavaraz: Goulenn-té da biou eo mâb ann dén-iaouan̄k-zé.
57Ha pa oé distrôet David goudé béza lazet ar Filistin, Abner a géméraz anézhan̄ hag her c’hasaz dirâk Saül, hag hén̄ penn ar Filistin enn hé zourn.
58Ha Saül a lavaraz d’ézhan̄: A bé wenn oud-dé, dén-iaouan̄k? Ha David a lavaraz: Mé a zô mâb d’as servicher Isai eûz a Vétléhem? ———— XVIII. PENNAD. Ken-garan̄tez Jonatas ha David. David a zimez gan̄t Michol, eil verc’h Saül.