Eil Levr Shmouel 17:13
Râk-sé Saül a belléaz anézhan̄ dioût-han̄, hag a lékéaz anézhan̄ é penn mil dén: hag hén̄ a iéa hag a zeûé é-raog ar bobl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14David ivé en em réné gan̄d furnez enn hé holl hen̄chou, hag ann Aotrou a oa gan̄t-han̄.
Read all of Eil Levr Shmouel 17
Cross References
1 Samuel 16:8Hag hén̄ a zavaz hag a c’harmaz out ban̄dennou armé Israel, hag a lavaraz dézhô: Pérâg oc’h-hu deûet évid en em ganna? Ha n’ounn-mé két eur Filistin, ha c’houi servicherien Saül? Dilennit eunn dén ac’hanoc’h, ha diskennet hé-unan d’én em ganna ouz-in.
1 Samuel 17:28Ha Saül a wélaz skléar pénaoz édô ann Aotrou gan̄d David. Ha Michol, merc’h Saül, a garé anézhan̄.
2 Samuel 13:32Hôgen Jonadab, mâb Semmaa, breûr David, a lavaraz: Na grédô két ar roué, va aotrou, pénaoz eo bét lazet holl vugalé ar roué: Amnon hép-kén a zô marô; râg Absalom en dôa bét koun anézhan̄, adalek ann deiz é péhini en dôa gwallet Tamar, hé c’hoar.
1 Chronicles 2:13Hôgen Isai a en̄géhen̄taz hé vap-héna Éliab, hé eil Abinadab, hé drédé Simmas,