Eil Levr Shmouel 17
1Ha pa en dôé éhanet David komza out Saül, éné Jonatas en em stagaz stard oud éné David, ha Jonatas a garaz anézhan̄ ével hé éné hé-unan.
2Ha Saül a zalc’haz anézhan̄ enn deiz-zé, ha n’hel lézaz két da zistrei da dî hé dâd.
3Neûzé David ha Jonatas a réaz eur gévrédigez, râk Jonatas a garé anézhan̄ ével hé éné hé-unan.
4Râk-sé Jonatas a ziwiskaz ar zaé a oa war-n-ézhan̄ hag hé rôaz da Zavid, gan̄d hé ziḻad all; ha bétég hé glézé, hag hé warek, hag hé c’houriz.
5David a iéa da gémen̄t léac’h ma her c’hasé Saül, hag hén̄ en em réné gan̄t furnez: ha Saül hel lékéaz é penn ar vrézélidi; hag hén̄ a oé digéméret-mâd gan̄d ann holl bobl, ha dreist-holl gan̄d oviserien Saül.
6Hégen pa zistrôé David, goudé m’en dôe lazet ar Filisiin, ar merc’hed a zeûaz er-méaz eûz a holl geriou Israel, ô kana hag ô tan̄sa é raok ar roué Saül, oc’h en em laouénaat gan̄t taboulinou ha sistrou.
7Hag ar merc’hed ô von̄d araok, a gané hag a zan̄sé, ô lavarout: Saül en deûz lazet mil, ha David dék mil.
8Eunn drouk brâz a zavaz é Saül, hag al lavar-zé a zisplijaz kalz d’ézhan̄; hag hén̄ a lavaraz: Dek mil hô deûz rôet da Zavid, ha mil hô deûz rôet d’in: pétrâ en deûz-hen da gaout c’hoaz néméd ar rouan̄télez?
9A neûzé ha pelloc’h na zellaz mui Saül oud David a dû vâd.
10Hôgen an̄trônôz ar spéred drouk kaset gan̄d Doué a grôgaz é Saul, hag hén̄ a ziougané é-kreiz hé dî: hôgen David a zouné gan̄d ann délen ével ma réa bemdez; ha Saül péhini en dôa eur gwaf enn hé zourn,
11A daolaz anézhan̄ ô krédi pénaoz ec’h helché toulla David hag ar vôger: hôgen David en em zistrôaz diou wéach a zira-z-han̄.
12Ha Saül en dôé aoun râk David, ô véza ma oa ann Aotrou gan̄d hé-man̄, ha ma oa en em dennet diout-han̄ hé-unan.
13Râk-sé Saül a belléaz anézhan̄ dioût-han̄, hag a lékéaz anézhan̄ é penn mil dén: hag hén̄ a iéa hag a zeûé é-raog ar bobl.
14David ivé en em réné gan̄d furnez enn hé holl hen̄chou, hag ann Aotrou a oa gan̄t-han̄.
15Saül éta ô wélout pénaoz é oa fûr-brâz, a zeûaz da lakaad évez out-han̄.
16Hôgen holl Israel ha Juda a garé David; râg hén̄ é oa a iéa hag a zeûé enn hô raok.
17Ha Saül a lavaraz da Zavid: Chétu Mérob, va merc’h héna; hî eo a rôinn d’id da c’hrég: béz hép-kén eunn dén kalounek, ha stourm e brézéliou ann Aotrou. Râk Saül a lavaré enn-han̄ hé-unan: Na zavet két va dourn out-han̄, hôgen savet out-han̄ dourn ar Filistined.
18Ha David a lavaraz da Zaül: Piou ounn-mé, pé pétrâ eo va buez, pé kéren̄tiez va zâd enn Israel, évit ma teûfenn da vab-kaer d’ar roué.
19Hôgen enn amzer ma tlié Mérob, merc’h Saül, béza rôed da Zavid, é oé rôet da c’hrég da Hadriel Molatit.
20Hôgen Michol, eil verc’h Saül, a garé David. Ha kémen̄t-sé ô véza bét lavaret da Zaül, é oé dâ gan̄t-han̄.
21Ha Saül a lavaraz: Hé rei a rinn d’ézhan̄ évit ma vézô hî kiriek dézhan̄ d’en em goll (T), ha ma gouézô war-n-ézhan̄ dourn ar Filistined. Ha Saül a lavaraz da Zavid: É diou zra é vézi hiriô da vâp kaer din.
22Ha Saül a rôaz ar gourc’hémenn-man̄ d’hé zervicherien: Komzit oud David ével hép gouzout din, ô lavarout: Chétu éc’h eûz karan̄tez ar roué, hag hé holl zervicherien a gâr ac’hanod. Béz éta bréma da vâp-kaer d’ar roué.
23Ha servicherien Saül a lavaraz kémen̄t-sé é plég skouarn David. Ha David a lavaraz: Ha nébeûd é kavit-hu béza mâp-kaer d’ar roué? Evidoun-mé a zô paour ha dister.
24Ha servicherien Saül a lavaraz kémen̄t-sé dézhan̄, ô lavarout: Ével-sé en deûz lavaret David.
25Hôgen Saül a lavaraz: Evel-henn é léverrot da Zavid: Ar roué n’en deûz két a ézomm a argoulou; na c’houlenn kén némét kan̄t pôd-mézen a Filistined, évit ma vézô ven̄jet ar roué eûz hé énébourien. Hôgen Saül a venné lakaad David étré daouarn ar Filistined.
26Ha p’hô dôé hé zervicherien disrévellet da Zavid ar péz en dôa lavaret Saül, é oé dâ gan̄t-han̄ ô klévout é teûjé da véza mâp-kaer d’ar roué.
27Ha nébeûd dervésiou goudé é savaz David, hag éz éaz gan̄d ann dûd a oa dindân hé véli. Hag hén̄ a lazaz daou c’han̄t Filistin, hag a zigasaz hô pôdou-mézen, hag hô nivéraz d’ar roué, évit béza da vâp-kaer d’ézhan̄. Saül éta a rôaz d’ézhan̄ da c’hrég, Michol, hé verc’h.
28Ha Saül a wélaz skléar pénaoz édô ann Aotrou gan̄d David. Ha Michol, merc’h Saül, a garé anézhan̄.
29Ha Saül a zeûaz da gaout aoun râk David mui-oc’h-vui: hag hén̄ a zeûaz da énébour da Zavid da-vikenn.
30Neûzé prin̄sed ar Filistined a zeûaz; ha kerken̄t ha ma teûjon̄t er-méaz, David en em rénaz gan̄t mui a furnez égéd holl zervicherien Saül; hag hé hanô a oé brudet-brâz. ———— XIX. PENNAD. Saül a fell d’ézhan̄ laza David, péhini a ia da gavout Samuel.