Eil Levr Shmouel 18:1
Hôgen Saül a gomzaz out Jonatas hé vâb, hag oud hé holl zervicherien évit ma lazchen̄t David. Hôgen Jonatas, mâb Saül, a garé kalz David.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Eil Levr Shmouel 18
Cross References
Deuteronomy 13:6Gan̄d aoun na zeûjé ar c’har nésa d’ann hini a zô bét skuḻet hé c’hoad, héget gan̄d hé c’hlac’har, da rédek war-lerc’h hé-man̄, ha d’hé dizout, mar d-eo ré hir ann hen̄t, ha d’hé laza, pétrâ-bennâg n’eo két hé-unan̄ dellézek a varô, ô véza n’eûz kéd a zoaré en défé bét ken̄t kâs é-béd oud ann hini a zô bét lazet.
1 Samuel 14:1Ha Samuel a lavaraz da Zaül: Va digaset en deûz ann Aotrou, évid da éôlia da Roué war va fobl a Israel. Sélaou éta bréma mouéz ann Aotrou.
1 Samuel 18:3Hôgen mé a iélô gan̄t va zâd er-méaz, hag a choumô em zâ enn hé gichen er park é péhini é vézi: ha mé a gomzô out va zâd diwar da benn; ha kémen̄d a wélinn, a rôinn da anaout d’id.
1 Samuel 19:2Ha Jonatas a lavaraz d’ézhan̄: Doué ra virô; na varvi két, râk va zâd na ra nétrâ, na brâz na bihan, héb hé lavarout d’in. Hag ann dra-zé hép-kén en défé-hén̄ kuzet d’in? Na c’hoarvézô két kémen̄t-sé.
1 Samuel 23:18Hag hén̄ a lavaraz da Zavid: Gwelloc’h oud égéd-oun: râk n’éc’h eûz gréat némét vâd d’in, ha n’em eûz gréat néméd drouk d’id.