The Bible Software
Eil Levr Shmouel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr Shmouel 18

1Hôgen Saül a gomzaz out Jonatas hé vâb, hag oud hé holl zervicherien évit ma lazchen̄t David. Hôgen Jonatas, mâb Saül, a garé kalz David.

2Ha Jonatas a zisklériaz kémen̄t-sé da Zavid, ô lavarout: Saül, va zâd, a glask ann doaré d’az laza: râk-sé laka evez ouz-id héd ar min̄tin, mé az péd; kéa enn eul léac’h distrô hag en em guz énô.

3Hôgen mé a iélô gan̄t va zâd er-méaz, hag a choumô em zâ enn hé gichen er park é péhini é vézi: ha mé a gomzô out va zâd diwar da benn; ha kémen̄d a wélinn, a rôinn da anaout d’id.

4Jonatas éta a gomzaz ervâd diwar-benn David da Zaül, hé dâd, hag a lavaraz dézhan̄: Na bec’h két, ô roué, a-énép David da zervicher; râk n’en deûz két péc’het enn da énep, ha kémen̄d en deûz gréat évid-od a zô mâd-meûrbéd.

5Lékéat en deûz hé vuez enn hé zourn, ha lazet en deûz ar Filistin; hag ann Aotrou en deûz gréat eunn dieûb brâz enn Israel. Hé wélet éc’h eûz hag oud en em laouénéet. Pérâg éta é fell d’id péc’hi a-éneb eur goâd dinam, ô laza David péhini a zô hép gwall?

6Pa glévaz Saül kémen̄t-sé, mouéz Jonatas a habaskaaz anézhan̄, hag hén̄ a douaz: Ével ma eo béô ann Aotrou, na vézô két lazet.

7Neûzé Jonatas a c’halvaz David, hag a zanévellaz dézhan̄ ann holl gomziou-zé: ha Jonatas a gasaz David étrézé Saul; hag hén̄ a oé dira-z-han̄, ével ma oa ken̄t.

8Hag ar brézel a zavaz a névez: ha David a iéaz er-méaz hag a stourmaz oud ar Filistined: laza a réaz eul lôd brâz anézhô, hag hî a déc’haz a zira-z-han̄.

9Ar spéred drouk kaset gan̄d ann Aotrou a grôgaz é Saül, pa oa hén̄ azézet enn hé dî, hag é talc’hé eur gwaf enn hé zourn. Hôgen David a zouné gan̄d ann délen.

10Ha Saül a glaskaz toulla David oud ar vôger gan̄d hé wâf; hôgen David en em zistrôaz a zira-z-han̄; hag ar gwâf, héb béza hé c’hlazet, a skôaz oud ar vôger. Ha David a déc’haz hag a oé dieûbet enn nôz-zé.

11Hôgen Saül a gasaz hé warded da dî David, évid hé zerc’hel hag hé laza diouc’h ar min̄tin. Michol, hé c’hrég, a zisklériaz kémen̄t-sé da Zavid, ô lavarout: Ma na déc’hez két hénôz, é varvi war-c’hoaz.

12Hag hî a ziskennaz anézhan̄ dré ar prénestr: hag hén̄ a iéaz-kuît, hag a déc’haz, hag a oé savétéet.

13Neûzé Michol a géméraz eur skeûden hag a lékéaz anézhi war wélé David: eur c’hroc’hen blévek gavr a lékéaz war-drô d’hé fenn hag é c’hôlôaz anézhi gan̄d diḻad.

14Hôgen Saül a gasaz soudarded évit krapa é David. Hag é oé lavaret pénaoz é oa klan̄v.

15Ha Saül a gasaz kannaded all évit gwélout David, ô lavarout: Digasit-hén̄ d’in enn hé wélé évit ma vézô lazet.

16Ha pa oé deût ar gannaded, na oé kavet war ar gwéle néméd eur skeûden, ha kroc’hen eur c’havr war-drô d’hé fenn.

17Ha Saül a lavaraz da Vichol: Pérâg éc’h eûz-té gréat goab ac’hanoun ével-sé, hag éc’h eûz-té lékéat va énébour da dec’hout? Ha Michol a lavaraz da Zaül: O véza ma en deûz lavaret d’in: Va lez da von̄t pé az lazinn.

18David ô tec’hout ével-sé, a oé savétéet hag a iéaz da gavout Samuel é Ramata hag a zanévellaz d’ézhan̄ kémen̄d en dôa gréat Saül d’ézhan̄: ha Samuel hag hén̄ a iéaz-kuît ac’hanô, hag é choumchon̄t é Najot.

19Ha lavaret é oé da Zaül: Chétu éma David é Najot, léz Ramata.

20Saül a gasaz éta soudarded évit krapa é David: hôgen pa wélaz ar ré-man̄ eur van̄den proféded péré a ziougané, ha Samuel savet dreist-hô, spéred ann Aotrou a grôgaz ivé enn-hô, hag hî ivé en em lékéaz da ziougani.

21Pa oé lavaret kémen̄t-sé da Zaül, é kasaz soudarded all: hag hî a ziouganaz ivé. Ha Saül a gasaz adarré souarded eunn drédé wéach; hag hî ivé a ziouganaz. Ha Saül, ô véza savet drouk brâz enn-han̄,

22A iéaz hé-unan da Ramata: hag ô véza deûet bétég ar pun̄s brâz a zô é Soko, é c’houlennaz é péléac’h édô Samuel ha David. Hag e oé lavaret d’ézhan̄: Chétu émin̄t é Najot, léz Ramata.

23Hag hén̄ a iéaz da Najot, léz Ramata: ha spéred ann Aotrou ô véza ivé krôget enn-han̄, en em lékeaz da ziougani enn eur gerzout, kén na oé deûet da Najot, léz Ramata.

24Hag hén̄ a ziwiskaz ivé hé ziḻad, hag a ziouganaz gan̄d ar ré all dirâk Samuel, hag a gouézaz enn noaz war ann douar héd ann deiz hag ann nôz. Ac’hanô eo deûet al lavar-gôlôet: Hag éma ivé Saül é-mesk ar broféded. ———— XX. PENNAD. Kévrédigez névez étré Jonataz ha David.

← Eil Levr Shmouel 17Read In The App, Free →Eil Levr Shmouel 19 →

Study Eil Levr Shmouel 18

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031