bible.software › Eil Levr Shmouel › Eil Levr Shmouel 21 › Eil Levr Shmouel 21:18
Eil Levr Shmouel 21:18
Hag ar roué a lavaraz da Zoeg: Trô dé, hag en em daol war ar véleien. Ha Doeg ann Iduméad a drôaz, hag en em daolaz war ar véleien, hag a lazaz enn deiz-zé pemp dén ha pévar-ugen̄t gwisket gan̄d ann éfod lîn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In Context
17Hag ar roué a lavaraz d’ar gwarded a oa enn-drô d’ézhan̄: Trôid, ha lazit béleien ann Aotrou, râg gan̄d David éma hô dourn: hî a wié ervâd pénaoz é téc’hé, ha n’hô deûz két hé zisklériet d’in. Hôgen servicherien ar roué na fellaz két d’ézhô astenna hô daouarn war véleien ann Aotrou.
19Lakaad a réaz ivé laza gan̄d ar c’hlézé é Nobé, kéar ar véleien, ar oazed, hag ar merc’hed, hag ar vugalé, hag ar ré a oa oud ar vronn, hag ann ejenned, hag ann ézen, hag ann dén̄ved.
Read all of Eil Levr Shmouel 21
This Verse In Other Editions
Study Eil Levr Shmouel 21:18