The Bible Software
Eil Levr Shmouel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr Shmouel 21

1David éta a iéaz-kuît ac’hanô hag a déc’haz é kéô Odollam. Ha pa glevaz hé vreûdeûr kémen̄t-sé, hag holl di hé dâd, é tiskenchon̄t dî d’hé gavout.

2Hag ar ré holl a oa en̄krézet, hag ar re a oa karget a zléou, hag ar ré a oa réc’het en em zastumaz enn-drô d’ézhan̄: hag hén̄ a oé da brin̄s d’ézhô, ha war-drô pévar c’han̄t dén en em gavaz gan̄t-han̄.

3Hag ac’hanô éz éaz David da Vasfa a zô é brô Moab, hag é lavaraz da roué Moab: Choumet gan-é-hoc’h, mé hô péd, va zâd ha va mamm, kén na wézinn pétrâ a rai Doué d’in.

4Hag hén̄ hô lézas é-kichen roué Moab; hag hî a choumaz enn hé dî keit ha ma oé David er c’hré.

5Ha Gad ar profed a lavaraz da Zavid: Na choum két er c’hré: kéa er-méaz ha kerz étrézé douar Juda. Ha David en em lékéaz enn hén̄t, hag a zeûaz da goat Haret.

6Ha Saül a glévaz pénaoz é oa bét gwélet David hag ann dûd a oa gan̄t-han̄. Hôgen Saül pa édô é Gabaa, hag enn eur c’hoat léz Rama, gan̄d eur spék enn hé zourn, hag hé holl zervicherien war hé drô,

7É lavaraz d’hé zervicherien a oa enn hé gichen: Sélaouit bréma, bugalé Jémini; ha mâb Isai a rôi d’é-hoc’h holl parkou ha gwiniennou; hag é lakai ac’hanoc’h holl da villénerien ha na gan̄ténerien,

8O véza ma hoc’h eûz holl en em zavet em énep ha n’éz eûs hini a gémen̄t hé ziskuḻfé d’in; pa eo gwîr pénaoz va mâb hé-unan en deûz gréat kévrédigez gan̄t mâb Isai? N’eûz két unan ac’hanoc’h en défé truez ouz-in nag hér rôjé da anaout d’in; ô véza ma en deûz va mâb lékéat da zével ouz-in unan eûz va zervicherien, péhini bétég hiriô en deûz aozet spiou em énep.

9Neûzé Doeg, ann Iduméad, péhini en em gavé énô hag a oa ar c’hen̄ta é-touez servicherien Saül, a lavaraz: Gwélet em eûz mâb Isai é Nobé, é ti Akimélek ar Bélek- brâz, mâb Akitob.

10Hag hé-man̄ en deûz goulennet kuzul digan̄d ann Aotrou diwar hé benn, hag en deûz rôet boéd d’ézhan̄; hag en deûz ivé rôet d’ezhan̄ klézé Goliat ar Filistin.

11Ar roué éta a gasaz da gerc’hout Akimélek ar Bélek- brâz, mâb Akitob, hag holl véleien tî hé dâd a oa é Nobé; hag hî a zeûaz holl da gavout ar roué.

12Ha Saül a lavaraz da Akimélek: Sélaou, mâb Akitob. Hag hén̄ a lavaraz: Chétu mé, Aotrou. 1S. Ha Saül a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg hoc’h eûz-hu en em zavet em énep, té ha mâb Isai; hag éc’h eûz-té rôet d’ézhan̄ bara hag eur c’hlézé, hag éc’h eus-té goulennet kuzul digan̄d Doué diwar hé benn, évit ma savché em énep ha ma aozché spiou ouz-in bétég hiriô?

13

14Hag Akimélek a respoun̄taz d’ar roué, hag a lavaraz: Piou eo ann hini é-touez da zervicherien a zô ker féal ha David, hén̄ péhini a zô mâb-kaer d’ar roué, a gerz diouc’h da c’hourc’hémenn, hag a rô kémen̄d a c’hloar d’as tî?

15Hag a hiriô eo éz ounn-mé deûet da c’houlenn kuzul digan̄d Doué diwar hé benn? Pell eo kémen̄t-sé diouzin: na arvaret két ar roué eunn dra ével-sé war-n’oun, na war holl dî va zâd, râk da zervicher na wié nétrâ war gémen̄t-sé na nébeûd na kalz.

16Hag ar roué a lavaraz: Lékéat é vézi d’ar marô, Akimélek, té hag holl dî da dâd.

17Hag ar roué a lavaraz d’ar gwarded a oa enn-drô d’ézhan̄: Trôid, ha lazit béleien ann Aotrou, râg gan̄d David éma hô dourn: hî a wié ervâd pénaoz é téc’hé, ha n’hô deûz két hé zisklériet d’in. Hôgen servicherien ar roué na fellaz két d’ézhô astenna hô daouarn war véleien ann Aotrou.

18Hag ar roué a lavaraz da Zoeg: Trô dé, hag en em daol war ar véleien. Ha Doeg ann Iduméad a drôaz, hag en em daolaz war ar véleien, hag a lazaz enn deiz-zé pemp dén ha pévar-ugen̄t gwisket gan̄d ann éfod lîn.

19Lakaad a réaz ivé laza gan̄d ar c’hlézé é Nobé, kéar ar véleien, ar oazed, hag ar merc’hed, hag ar vugalé, hag ar ré a oa oud ar vronn, hag ann ejenned, hag ann ézen, hag ann dén̄ved.

20Hôgen unan eûz a vipien Akimélek, mâb Akitob, péhini a oa hanvet Abiatar, ô véza téc’het ac’hanô, a iéaz étrézé David,

21Hag a rôaz da anaoud d’ézhan̄ pénaoz Saül en dôa lazet béleien ann Aotrou.

22Ha David a lavaraz da Abiatar: Mé a wîé ervâd enn deiz-sé, pa édô énô Doeg ann Iduméad, pénaos héb arvar her rôjé da anaout da Zaül. Mé a zô abek da varô holl dî da dâd.

23Choum gan-én̄, n’az péz két a aoun: mar klask eur ré va buez, é klaskô ivé da vuez; ha gan-én̄ é vézi diboaniet. ———— XXIII. PENNAD. David en em denn é distrô Zif. Saül a ia war hé lerc’h hép ma hell hé dizout.

← Eil Levr Shmouel 20Read In The App, Free →Eil Levr Shmouel 22 →

Study Eil Levr Shmouel 21

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031